Eudon II (pe Eon, Odon , pe Eudes e galleg), ganet e deroù an XIIvet kantved, ha marvet goude 1173, a oa beskont Pourc'hoad.

Mab e oa da Jafrez, beskont Porhoët ha d'e bried Hadwiz. Kontelezh Pourc'hoad a dape eus Pondi da Ploermael, hag an Drinded-Pourc'hoed a oa enni.

Dimeziñ a reas da Berta Breizh, merc'h d'an dug Konan III, intañvez Alan an Du.

E 1148 e varvas an dug Konan III, ha dishêriñ a reas e vab bastard Hoel. Anavezout a reas e vab-bihan Konan evel pennhêr, hag e vab-kaer Eudon evel kulator. Berta a oa dugez, hag Eudon rejant. En 1154 avat ne fellas ket da Eudon daskoriñ an dugelezh d'e lezvab Konan IV.

Emglev a reas Konan neuze gant e eontr Hoel a-enep Eudon. Trec'het avat e voent gant e leztad, ma rankas Konan mont da repuiñ da Vro-Saoz da-geñver ar roue Herri II, ouzhpenn ma oa dezhañ Enor Richmond, deuet a-berzh e dad, douaroù bras e Yorkshire.

Skoazell a roas ar roue saoz da Gonan ma c'hallas distreiñ da vreizh gant un arme ha da gaout harperien gant darn eus an uhelidi; meur a hini avat ne oant ket evit gouzañ v bezañ dindan ar Saozon, emsavadeg a voe, renet gant Eudon. trec'het e voe, ma rankas kuitaat ar vro.

Levrlennadur

kemmañ