Pornizh
Pornizh | ||
---|---|---|
Ar porzh kozh hag ar c'hastell. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Port-Nitz | |
Anv gallek (ofisiel) | Pornic | |
Bro istorel | Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Sant-Nazer | |
Kanton | Pornizh (pennlec'h) | |
Kod kumun | 44131 | |
Kod post | 44210 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Michel Brard 2014-2026 | |
Etrekumuniezh | Pornizh Tolpad Bro-Raez (sez) | |
Bro velestradurel | Bro Raez Atlantel | |
Lec'hienn web | www.pornic.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 15 570 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 165 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 31 m | |
Gorread | 94,2 km² | |
kemmañ ![]() |
Pornizh a zo ur gumun eus Breizh el Liger-Atlantel. Pennlec'h Kanton Pornizh eo.
DouaroniezhAozañ
E su Breizh emañ Pornizh, er su da aber al Liger hag en norzh da Enez Nervouster. Porzh diwezhañ Breizh eo a-raok Vañde. War vord Bae Bourc'hnevez emañ.
AnvAozañ
A. Porziz ː
- Erwan Vallerie ː Porsnith, 1187; Porsniti, Pornit, 1083; Pornic, 1206; Pornic, 1383; Pornit, 1394; Pornic, 1399; Pornid, 1418; Pornit, 1435; Pornic, 1451; Pornis, 1487
B. Klion ː Claone, XIvet
ArdamezioùAozañ
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Krouet e voe kumun Pornizh e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Pornizh hag e Bann Pembo. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Pembo [2].
XXvet kantvedAozañ
- Brezel-bed kentañ: 62 waz ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 2,95 % eus he foblañs e 1911 [3].
- 1926: lakaet e voe ar gumun en Arondisamant Sant-Nazer pa voe diskaret Arondisamant Pembo.
- 1973: Lokmaria ha Klion a voe staget ouzh kumun Pornizh [4].
Darvoudoù-sport a bep seurtAozañ
- 26 a viz Gouere 2003 : 19vet hag 2l diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Pornizh ha Naoned (a-benn d'an eur) ; trec'h eo David Millar (Skos).
GouelioùAozañ
- Meurlarjez e miz Ebrel (a-hed an deiz hag an noz)[5].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Prantad | Anv | Strollad | Kargoù | Oberennoù pennañ |
---|---|---|---|---|
02/1790-11/1790 | Boisselier Joseph | |||
11/1790-1791 | Boutet | |||
1791-III | Joseph Rocheteau | |||
III-IV | Bonfils | |||
IV-1800 | Martin Voisin | E anv zo bet roet d'ar straed a goubl an ti-kêr ouzh ar marc'had | ||
1800-1802 | Thomas Babin | |||
1802-1803 | Léonard Quirouard | |||
1803-1814 | René Paynot | |||
1814-1820 | Édouard Thomas | roet e zilez | ||
1820-1827 | Jean Benoist | bet kuzulier | ||
1827-1830 | Pierre Perrotin | |||
1830-1832 | Eugène Terrier | |||
1832-1835 | J.-B. Quirouard | |||
1835-1843 | Julien Guichet | marv e-pad e amzer-gefridi | ||
1843-1848 | Julien Quirouard | |||
1848-1852 | Toussaint Guillon | |||
1852-1856 | Dr. Stanislas Bocandé | |||
1856-1860 | Guillaume Tardif | |||
1860-1866 | Dr. Stanislas Bocandé | |||
1866-1870 | Adrien Thibaud | noter | ||
1870-1872 | Toussaint Guillon | |||
1872-1888 | Jean Louis Chollet | |||
1888-1895 | Achille Landreau | noter | ||
1895-1912 | Auguste Laraison | miliner | ||
1912-1919 | Dr Louis Simon | |||
1919-1929 | Alfred Chauvin | |||
1929-1943 | Joseph Girard | |||
... | ||||
Gilbert Pollono | ||||
Meurzh 2001 | Philippe Boënnec | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel | ||
Da vezañ klokaet. |
BrezhonegAozañ
Un nebeud anvioù a orin brezhonek a gaver e Pornizh hag e bro-Raez. Brezhonek eo anv ar gumun. Koulskoude ne voe ket ar brezhoneg evit chom pell er c'horn-se eus ar vro ma voe mouget abred. N'eo ket anavezet-kaer istor ar brezhoneg e bro-Raez.
Abaoe fin an XXvet kantved da nebeutañ eo krog Pornizhiz zo da labourat evit lakaat war wel o breizhadelezh. Intrudu zo bet kemeret gant ar bed kevredigezhel ha darempredoù zo bet skoulmet gant an dilennidi.
Kentelioù brezhoneg d'an dud deuet a zo gant Kelc'h Keltiek Pornizh abaoe 1999. E 2004 e oa bet staliet panelloù divyezhek war hentoù mont tre ar gumun.
D'ar 1añ a viz Meurzh 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Kentañ kumun Breizh-Uhel o sinañ ar garta eo bet Pornizh.
E deroù ar bloavezhioù 2000 e voe ur raktres hag ur stourm evit sevel ur skol divyezhek prevez e Pornizh. Kazeg a reas an emsaverien kar-o-yezh d'ar mare-se. Tamm-ha-tamm e reas e dreuz ar soñj sevel Skol Diwan Pornizh er gumun. E miz Gwengolo 2012 eo bet digoret ar skol Diwan gant 14 bugel (1,1% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [7], anezhi ar skol vrezhonek kentañ e su al Liger.[8]
E Pornizh eo diazezet an embanner Thierry Jamet a lakaas treiñ Harry Potter e brezhoneg.
Lakaet ez eus bet e plas gant an dud binvioù stummañ evit ma c'hallfe ar yezh adwriziennañ er gumun. Bep un tammig en em zispak un tamm buhez sevenadurel vrezhonek er vro.
Skol Diwan PornizhAozañ
Serret eo bet Skol Diwan Pornizh e 2013, pa oa bet digoret e 2012 [9].
Lec'hioù brudet ha monumantoùAozañ
- Abati Lokmaria Pornizh.
- Kastell Pornizh.
- Ar porzh.
- Lokmaria-Pornizh.
- Monumant ar re varv.
- Iliz katolik Sant Pêr, e Klion [10].
- Iliz katolik Sant Jili [11].
- Iliz katolik Intron-Varia [12].
- Chapel Intron-Varia Gwir-Sikour [13].
Bezioù ar C'hommonwealthAozañ
Bezioù ar C'hommonwealth e bered kumun Klion: Le Clion-sur-Mer Communal CemeteryAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 44 (Aerlu 1 Morlu 2 Tirlu 41) |
Dianv | tremen 25 |
Hollad | tremen 70 |
Marvet int e-pad an Eil Brezel-bed. An darn vrasañ eus ar vilourion douaret er vered (33 diwar ar 44 milour anavezet hag an darn vrasañ eus ar re chomet dianv) a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset d'ar strad ar mordreizher RMS Lancastria eus ar Rouantelezh-Unanet e donvor Sant-Nazer. An daou vartolod a varvas e miz Meurzh 1942 goude an Oberiadenn Chariot [14].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered kumun Lokmaria: Ste. Marie Communal CemeteryAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 24 (Aerlu 1 Tirlu 23) |
Dianv | tremen 10 |
Hollad | tremen 34 |
Marvet int e-pad an Eil Brezel-bed. An darn vrasañ eus ar vilourion douaret er vered a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset d'ar strad ar mordreizher RMS Lancastria eus ar Rouantelezh-Unanet dirak Sant-Nazer [15].
Bered ar C'hommonwealth:Pornic War CemeteryAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Afrika ar Su | 2 Tirlu |
Aostralia | 2 Aerlu |
Kanada | 8 (Aerlu 7 Morlu 1) |
Rouantelezh-Unanet | 147 (Aerlu 29 Morlu 4 Tirlu 114) |
Zeland-Nevez | 1 Aerlu |
Dianv | 160 |
Brezel bed kentañ | 2 |
Hollad | 397Brezel bed kentañ 2 Eil brezel bed 395 |
Ur vered ag an Eil brezel bed eo; degaset ez eus bet daou vez eus ar Brezel bed kentañ enni neoazh. An darn vrasañ eus ar vilourion douaret er vered a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset d'ar strad ar mordreizher RMS Lancastria eus ar Rouantelezh-Unanet e donvor Sant-Nazer[16].
TudAozañ
Tud istorel :
Tud brudet en deus gweladennet ar gêr gouronkañ :
- skrivagnerien evel Gustave Flaubert, Paul Léautaud, Robert Browning ha Julien Gracq, Gaston Gallimard embanner eus Pariz hag ar skrivagnerien Antoine de Saint Exupéry hag Albert Camus,
- livourien bet awenet gant ar gêr hag he zrowartroioù : Auguste Renoir, Edgar Maxence, Henri Lebasque, Charles Leduc, Henri Chouppe, Fernand Lantoine, Gustave Quenioux, Charles Fouqueray, Edouard Porquier, Armand Guillaumin, Gustave Loiseau, Raoul du Gardier, Max Ernst, Gustave Caillebotte, Joseph-Marie Le Tournier ha Félix Thomas.
Anvet ez eus bet ar mediaoueg gant anv an istorour naonedat Armel de Wismes.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Avril, pe Apuril,
aotrounez Langotière, e Klion |
En argant e zervenn c'heotet, meziet en aour, hebiaet gant div koulm penn-ouzh-pen en gul, ur skourig c'heotet en o beg | |
GevellerezhAozañ
Pennadoù karAozañ
LervrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Pornizh
- ↑ Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ Cassini-EHESS
- ↑ Presse-Océan, d'al Lun 22 a viz Ebrel 2013, pajenn 7
- ↑ Histoire de Pornic (Loire-Inférieure), Recherches Historiques sur Pornic par A. Bouyer, Deuxième édition, Éditions "La Vague", 1937
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Digor eo Skol Diwan Pornizh (pennad-skrid Ouest-France)
- ↑ Skol Diwan Pornizh - Agence Bretagne Presse
- ↑ Clochers de France
- ↑ Clochers de France
- ↑ Clochers de France
- ↑ Clochers de France
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Commonwealth War Graves Commission