Sol Diwan Pornizh a oa ur skol eus rouedad Diwan bet digoret e Gwengolo 2012[1] ha serret e Gwengolo 2013 gant renerezh Diwan.

Skol serret

kemmañ

Dipitet bras e oa tud ar vugale ha re ar c'huzul-skoazell o devoa poaniet da feurmiñ un ti, da gempenn al lec'h, graet gante dispignoù evit dafar hag arrebeuri, ha seul washoc'h ma oa erruet ar c'heloù diwezhat e deroù Gwengolo 2013 ha ma oa bet serret ur skol all e Bro-Naoned, e Savenneg. Hervez ar renerien e oa diouer a gelennerien. Hervez tud Pornizh eo renet fall Diwan, ez eus meur a dra a-dreuz en ti, hag abalamour d'an taol fall graet dezho ez eus kement a zroug er vro ouzh Diwan, ma ne vo ket gallet sevel skol Diwan ebet ken en tolead[2].

Brezhoneger ar bloaz

kemmañ

Priz Brezhoneger ar Bloaz a oa bet roet e miz Genver 2013 da Thierry Jamet en abadenn ar Prizioù, roet e Montroulez gant F3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg peogwir en doa poaniet da sevel Skol Diwan Pornizh.

Notennoù

kemmañ
  1. Pennad e-barzh Le Courrier du pays de Retz e miz Gouhere 2012 : https://web.archive.org/web/20120805042731/http://www.lecourrierdupaysderetz.fr/2012/07/11/pornic-une-ecole-diwan-a-la-fontaine-aux-bretons/
  2. http://7seizh.info/2013/09/12/thierry-jamet-lettre-ouverte-aux-dirigeants-de-diwan-breizh/

Liamm diavaez

kemmañ