Prizioù
Ar Prizioù zo un abadenn skinwel bloaziek gant France 3 Ouest abaoe 1997. En abadenn-se e vez roet prizioù d'un toullad tud, pe en o anv, pe en anv ur gevredigezh, pe hini un embregerezh pe un ensavadur, a drugarez d'ar pezh o deus graet evit ar brezhoneg. Skignet e vez an abadenn er skinwel war France 3 Ouest hag er skingomz gant France Bleu Breizh Izel. Bep tro e vez aozet an arvest-se en ur gêr disheñvel eus Breizh.
Abaoe 2012 eo kenaozet ar Prizioù gant F3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg, ha liammet eo bremañ danvez prizioù F3 gant Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg.
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Troidigezh | CD-ROM Teo, Leo ha Manda, gant TES |
Studiadenn | Grammaire du breton contemporain, gant Frañsez Favereau |
Levr evit ar yaouankiz | Ar vioù pask..., Yann-Fañch Jacq ha Malo ar Menn |
Pennadoù er c’hazetennoù | Kronikennoù Pêr Salaun, e Le Trégor |
Komedian | Sylvain Kernoa, e Testamant ar c’hi |
Levr | Un Dornad plu, gant Youenn Gwernig |
Kaner | Annie Ebrel ha Dibenn |
Teulfilm | CLB 24, Gurvan Musset hag Hervé Morzadec |
Priz brezhoneger(ien) ar bloaz | Liseidi klas termen Diwan (tapet ganto ar vachelouriezh 1997) |
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Studiadenn | An emsav lennegel brezhonek hag an danevelloù berr, gant Anke Simon |
Levr evit ar yaouankiz | Trouz didrouz, gant Maryvonne Berthou |
Abadenn radio | Eun dro e prizon an Hermitage e Brest, Gurvan Musset |
Komedian | Bob Simon, e Liv an douar, Gaia Teatr |
Levr | Anna Mouradova, he deus troet ul levr gant Viktor Astafief |
Kaner | Didier Dreau ha Kristen Nicolas, evit Beg ar gaou, bed ar spi |
Priz brezhoneger ar bloaz | Radio Kerne |
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Studiadenn | Histoire de la Bretagne, gant Louis Elegoet |
Levr evit ar yaouankiz | Melen, ki bihan rodellek, gant Fañch Peru |
Komedian | Jakez Andre, Arsenik ha kozh dantelaj |
Levr | Dianket, Frañsez Favereau |
Kaner | Noluen Le Buhe, Laret a hrer din |
Brezhoneg war internet | Kêr an Oriant |
Prizioù brezhoneg er skolioù | Skolaj Mescoat Landerne, Skolaj Charlez Langleiz Pondi ha Lise Diwan Karaez |
Priz brezhoneger ar bloaz | Andrew Lincoln, prezidant Diwan, evit Lise Diwan Karaez |
Priz ispisial | Mikael Madeg, evit e labour war an anvioù lec’h war ar mor |
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Studiadenn | Traditions populaires de Bretagne : du coq à l’âne. Yezhoù al loened, gant Daniel Giraudon |
Danevell | Remi, gant Herve ar Bihan |
Komedian | Ar Vro Bagan |
Levr | Temi i variazioni, gant Y Doëlan[1] |
Teulfilm | Roparz Hemon, gant Soazig Daniellou |
Pladenn | Er roue Stevan, gant Roland Becker |
Priz brezhoneger ar bloaz | Ronan ar C’hoadig, evit e labour bodañ oberenn Añjela Duval |
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Studiadenn | Nouvel atlas linguistique de basse bretagne, gant Jean Le Dû |
Komedian | Aziliz Bourges, e Termaji, Teatr Penn-ar-bed |
Levr | Bernez Tangi (nac'het eo bet ar priz gantañ) |
Teulfilm | An heuliad filmoù Brezhoneg, un siècle de breton, gant Anna Quéré ha Patrick Guinard |
Kaner | Marthe Vassalo |
Kelaouadenn | Marie-Laure Groix |
Priz brezhoneger ar bloaz | Yann-Fañch Jacq, Keit Vimp Bev |
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Romant polis | Tenzor dindan vor ar Prins Frederik, gant Yann Bijer |
Lec’hienn Internet | akademiezh roazhon, www.ac-rennes.fr |
Levr | Ar bleizi, gant Corinne ar Mero |
Levr barzhonegoù | Kestell traezh evit kezeg ar mor, Yann-Bêr Piriou |
Teulfilm | Añjela Duval, gant Mari Kermareg |
Pladenn | Spontus ha Kanerion Pleuigner |
Priz brezhoneger ar bloaz | France Bleu Breiz Izel |
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Levr evit ar yaouankiz | Gireg al livour bihan, David Jambon troet gant Cédric Sinou |
Studiadenn | An dud hag al loened, Daniel Giraudon |
Levr | War un ton laou, Yann Gerven |
Pennad kazetenn | Mestrez Koad Pin, gant Lionel Buannic |
Teulfilm | Kafe du ha merc’hed en gwenn, gant Sebastien le Guillou ha Lorenzo della Libera |
Pladenn | N’eo ket echu, gant Nolwenn Korbell |
Priz brezhoneger ar bloaz | Div Yezh ha Stumdi |
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Bandenn dreset | Sorserezed Breselien, gant Bruno Bertin ha troet e brezhoneg troet gant Jil Penneg |
Lec’hienn internet | europeotales.net |
Levr | Daeroù dre ar goueleh, Jeffrey Shaw |
Teulfilm | Goulou en noz, gant Thierry Compain |
Pladenn | Un devez e-barzh Kreh Morvan, gant Marcel Guilloux |
Priz brezhoneger ar bloaz | A-bouez-penn, kevredigezh dastum e bro Wened. |
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Abadenn radio | Ar re zo bet da labourat e Mururoa, Hervé ar Beg |
Levr evit ar vugale | Brezel an Erevent, Marianna Donart ha Moran Dipode |
Levr | Carnets de Route, Ifig Troadeg |
Teulfilm | Brezhoneg e 6 miz, Ronan Hirrien |
Pladenn | Kanerion Pleuigner |
Priz brezhoneger ar bloaz | Ya !/Keit Vimp Bev |
Priz Isipisial | Mouchig Dall |
"Bet a zo bet eus ar Prizioù bep bloaz abaoe 1997 daoust ma n’eus ket a Prizioù 2006.
N’eus ket eus outo abalamour eo bet, adalek penn kentañ 2007, eo bet lidet ar prizioù dindan anv ar bloavezh goude.
(Anv « Prizioù 2007 » a zo bet roet evel d’ar pezh a oa war ar renk evit 2006 pa vefe priziet betek 2005, dindan anv prizioù ar bloavezh, ar pezh a oa bet graet evit ar brezhoneg er bloavez-se)"[2]
Aozet e oa bet an abadenn en abati Daoulas er bloavezh-se.
Roll izili ar juri : Lukian Kergoat (Prezidant), Aziliz Bourges, Mari Crenn, Naig Daouphars, Bernez Kerdraon, Daniel Kernalegenn ha Marthe Vassallo.
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Lec’hienn internet | Brezhoweb.com [1], kaset gant Lionel Buannic |
Romant | Seizh devez warn’ugent, Mich Beyer |
Teulfilm | Matezh, gant Thierry Compain |
Pladenn | Norsk, gant Kreiz Breizh Akademi |
Priz brezhoneger ar bloaz | Klaskerien ha treizherien soñjoù, aozet gant Kuzul departamant Penn-ar-Bed |
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Bravañ brezhoneg | Nolwenn Korbell |
Romant | An deiz hirgortozet, Gege Gwenn |
Teulfilm | War an uhel, Erwan ha Tangi Kermarrec |
Pladenn | Les figurants, Yann Raoul |
Priz brezhoneger ar bloaz | Diwan (30 vloaz) |
Priz a enor | Fañch Broudic |
An abadenn 2009 a zo bet aozet e sal abadennoù an Enezeg, e Fouenant (29).
Roll izili ar juri : Marie Stervinou, Gwen Lavenan, Mikael Baudu, Per Drezen, Elen Rubin, ha Franck Bodenez.
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Priz al levr faltazi wellañ | "Mervel ul lunvez", un dastum istorioù gant Henri Dorsel, e ti Emgleo Breiz |
Priz ar bladenn wellañ | Ozan Trio, evit ar bladenn Konsert2, e ti Keltia Musique |
Priz an teulfilm wellañ | Hent Dall, gant Sébastien Le Guillou, istor ur c'houblad tud dall e Treger |
Priz ar wellañ nevezadenn evit ar re yaouank | Divskouarn, ur gevredigezh hag he deus ar pal broudañ ar brezhoneg er magourioù |
Priz an eztaoladenn vravañ e brezhoneg | Martial Menard evit e gronikenn er Ouest-France Dimanche hag ar Petit dico de la piste en Bretagne, e ti Coop Breizh hag, ex aequo, Gwenole Bihannig, evit e droidigezh eus Titeuf e brezhoneg |
Priz brezhoneger ar bloaz | Ar Redadeg, ar gevredigezh hag he deus aozet ar redadeg eus Naoned da Garaez, evit arc'hantañ raktresoù brezhonek |
An abadenn a zo bet aozet ar bloavezh-se e Sant-Teve (Mor-Bihan), ha kinniget e oa gant Goulwena An Henaff ha gant Eric Gudenkauff. Gant "Le Ballet breton" e veze graet abadennoù dañs etre pep priz.
Roll izili ar juri : Ghislaine Le Guillant, Bernard Le Floc'h, Raymond Le Bacon, Maïwenn Raynaudon ha Thelo Mell.
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Priz ar gwellañ troidigezh (levr) | Mark Kerrain, gant troidigezh Teod ar balafenned gant Manuel Rivas (troet eus ar galiseg). Embannet gant An Alarc'h. |
Priz ar bladenn wellañ[4] | Dom Duff evit e bladenn E-unan e ti BNC Productions. |
Priz ar grouidigezh wellañ er skinwel pe war ar web | An heuliad Ken Tuch' gant Goulwena An Henaff hag Etienne Strubel, Production L.B.K. |
Priz ar wellañ nevezadenn evit ar re yaouank | Kampoù vakañsiñ e brezhoneg hag e gallaoueg gant an UBAPAR |
Priz brezhoneger ar bloaz[5] | Lena Louarn, evit he dek bloaz e penn Ofis ar Brezhoneg |
Notenn : Er bloavezh-se e oa Wikipedia brezhonek war ar renk evit "Priz brezhoneger ar bloaz" gant an 30 000 pennad enlinenn.
E Landreger e oa bet aozet an abadenn e 2011, kinniget gant Goulwena An Henaff ha gant Klemañ Soubigou, ha lusket gant sonerezh ar strollad Francis Jackson Project.
Ar juri : Dominique Gestin (war he leve, kuzulierez kêr e Gwimaeg), Gwenola Koig (kelennerez e Plijidi, oberiant war dachenn ar sevenadur), Pauline Kerscaven (kazetennerez e France Bleu Breizh Izel, kenurzhierez « Treizherien soñjoù » e Penn-ar-Bed), Yann-Erwan Abalan (enklasker evit Brest Meurgêr ar Mor), Brendan Corre (kaner ar strollad Francis Jackson Project), Gwenael Kere (lusker e Radio Bro-Gwened).
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Priz ar gwellañ levr faltazi | Ar marc’h glas, Riwal Huon, Al Liamm. |
Priz ar gwellañ pladenn | Ar vro didu, Oktopus Kafé, POCH AN TOER |
Priz ar gwellañ oberenn | Youenn Gwernig, Jean-Charles Huitorel, Aligal Production/France Télévisions |
Priz ar gwellañ intrudu evit ar yaouankiz | Ar Roue Marc’h, TES |
Priz ar gwellañ intrudu da wellaat implij ar yezh | Tezenn Kelenn ar brezhoneg, komz, liamm ha norm, prezanted e stern peder reolenn-sannañ ewid brezhoneg ar skolioù, Jean-Claude ar Ruyet |
Priz brezhoneger ar bloaz | Teatr Piba evit ar pezh-c’hoari Eden Bouillabes. |
Notenn: E-kerz an abadenn en doa Bernez Rouz, rener abadennoù brezhonek France 3, disklêriet e vo er bloaz a zeu lakaet ar Prizioù asambles gant prizioù Dazont ar yezh, roet bep bloaz gant Rannvro Breizh hag Ofis ar brezhoneg. Roet e vo ar Prizioù nevez e miz Genver 2012, e Roazhon.
Adalek ar bloaz-mañ e vez roet ur priz 1 500 euro da bep hini eus ar seizh priz kentañ, ouzhpenn ar c'hizelladur, ha 500 euro d'an eil ha trede prizioù.
Embannet en doa Bernez Tangi e nac'hfe e briz abalamour d'al lec'h dister a vez roet d'ar brezhoneg er skinwel.
E-barzh ar Maezioù Frank (Les Champs Libres e galleg) e Roazhon e oa bet aozet an abadenn e 2012, kinniget gant Goulwena an Henaff ha gant Yann-Herle Gourvès, ha lusket gant sonerezh ar strollad Alambig Electrik.
Ar juri:
- Paskal Nignol, hanterour sevenadurel e Mirdi Breizh,
- Jean-René Le Moullec, kelenner e Skol an emsav,
- Anne Gouerou, pennskridaozerez Brudañ ha Skignañ,
- Visant Roue, karget eus ar pol studi Ofis Publik ar Brezhoneg,
- Anne-Claire Quiviger, Ajañs Sevenadurel Breizhek,
- Per Lavanant, prezidant Kreizenn Sevenadurel Lannuon,
- Jos Sicard-Card, prezidantez Mervent.
Rummad | Roll al loreidi | Ar re all |
---|---|---|
Kevredigezhioù | Babigoù Breizh, servij magouri e brezhoneg |
|
Teulfilmoù | Din-me da c’hoari, poltred un den ampechet gant Mai Lincoln hag Erwann Kermarrec |
|
Frammoù publik | Ti-kêr Karaez | |
Levrioù a faltazi | Yann Bijer, gant e romant istorel Torrebenn ! (Al Liamm) |
|
Brezhoneg er bed ekonomikel | Askorn Medical, un embregerezh e Saozon-Sevigneg |
|
Pladennoù kanet e brezhoneg | Lleuwen Steffan, gant Tân |
|
Brezhoneger ar bloaz | Gwenael Oillo |
|
E Montroulez e oa bet aozet an abadenn d'ar 26 a viz Genver 2013, kinniget gant Goulwena an Henaff.
Rummad | Roll al loreidi | Ar re all |
---|---|---|
Priz ar c'hevredigezhioù | Bod Kelenn evit e gentelioù noz e bro Bourlet. |
|
Priz ar gwellañ pladenn kanet e brezhoneg | Brieg Guerveno, evit e bladenn rock Bleunioù an distruj |
|
Priz ar frammoù publik | Levraoueg kêr Vrest evit implij ar brezhoneg e buhez al levraoueg |
|
Priz ar bed ekonomikel | difetis.com, ul lec'hienn da bellgargan levrioù e brezhoneg |
|
Priz ar c'hoariva | Strollad Ar Vro Bagan evit ar pezh-c'hoari Armorica Breizh |
|
Priz al levr faltazi | Pierre-Emmanuel Marais evit e romant Alje 57 |
|
Priz brezhoneger ar bloaz | Thierry Jamet, evit bezan embannet Harry Potter e brezhoneg ha savet skol Diwan Pornizh |
|
E Pont-'n-Abad e oa bet aozet an abadenn d'ar 24 a viz Genver 2014, kinniget gant Goulwena an Henaff, ha gant Yann-Herle Gourvès.
Rummad | Roll al loreidi | Ar re all |
---|---|---|
Priz ar c'hevredigezhioù | Lise Diwan, gwellañ lise Bro Frañs hervez ar Figaro |
|
Priz ar gwellañ pladenn kanet e brezhoneg | Dom Duff evit « Babel Powwow ». |
|
Priz ar frammoù publik | Kumun Kerien, evit bezañ kaset 15 ober da benn war an divyezhegezh. | |
Priz ar bed ekonomikel | Breizhit !, ur c’hoari nevez savet gant an ti-embann Jeux Bordier eus Sant-Malon |
|
Priz ar wellañ oberenn kleweled | Lann Vraz, sevenet gant Soazig Daniellou |
|
Priz al levr faltazi | Hervé Gouédard evit e romant Paul Sérusier ul livour e Breizh |
|
Priz brezhoneger ar bloaz | Malo Bouëssel du Bourg |
|
E Logunec'h e oa bet aozet an abadenn d'ar 23 a viz Genver 2015, kinniget gant Goulwena an Henaff, ha gant Yann-Herle Gourvès.
Rummad | Roll al loreidi | Eil ha trede priz |
---|---|---|
Priz ar strollegezhioù | Mirdi ar paludoù-holen, e Bourc'h-Baz | |
Priz ar gwellañ pladenn kanet e brezhoneg | "N’int ket deuet a-benn da ziwriziennañ ac’hanomp" Rhapsoldya |
|
Priz ar bed ekonomikel | Naoned Eyewear, lunedour e Naoned |
|
Priz ar wellañ oberenn kleweled | An dianav a rog ac’hanon, sevenet gant Avel Corre |
|
Priz al levr faltazi | Bili er mor, danevelloù gant Annie Coz |
|
Priz brezhoneger ar bloaz | Herve Sebille-Kernaudour, renet gantañ embannadur geriadur brezhoneg Treger-Goueloù Kerne-Uhel Frañsez Vallée |
|
E Plougastell-Daoulaz e oa bet aozet an abadenn d'ar 29 a viz Genver 2016, kinniget gant Goulwena an Henaff, ha gant Yann-Herle Gourvès.
Rummad | Roll al loreidi | Eil ha trede priz |
---|---|---|
Priz ar c'hevredigezhioù | Labourerien-douar Breizh |
|
Priz ar gwellañ pladenn kanet e brezhoneg | Skeud ho roudoù gant Nolwenn Korbell. |
|
Priz ar frammoù publik | CNFPT, evit stummañ implijidi ar strollegezhioù war ar brezhoneg. |
|
Priz an embregerezhioù | NumériBulle istorioù evit ar vugale da bellgargañ diwar Internet. | |
Priz ar wellañ oberenn kleweled | “Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer”, teulfilm gant Mikael Baudu |
|
Priz al levr faltazi | UDORA pe afer an ed-du, romant skiant-faltazi gant Paskal an Intañv |
|
Priz brezhoneger ar bloaz | Romain Sponnagel evit bezañ roet lañs d’ar c’helenn ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh e bro Sant-Brieg, hag evit bezañ krouet an arload Stag. |
|
E Lannuon
E Karaez
E Bruz
E Lanester e oa bet aozet an abadenn d'ar 23 a viz Meurzh 2022, kinniget gant Goulwena an Henaff, ha gant Yann-Herle Gourvès.
E opera Roazhon e oa bet aozet an abadenn d'an 31 a viz Meurzh 2023, kinniget gant Goulwena an Henaff, ha gant Yann-Herle Gourvès.
Rummad | Roll al loreidi | Eil ha trede priz |
---|---|---|
Priz ar c'hevredigezhioù | Bannoù-Heol evit al levr CD Ar Marc'h dall |
|
Priz ar gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg | Kanour noz gant Élodie Jaffré, Awena Lucas ha Yann Le Bozec. |
|
Priz ar strollegezhioù | Plougastell-Daoulaz, evit stummañ implijidi war ar brezhoneg ha bezañ sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg live 3 | |
Priz an embregerezhioù | Breizh Odyssée e Landevenneg. |
|
Priz ar wellañ oberenn kleweled | “E jardrin ur stourmer”, teulfilm gant Mikael Baudu |
|
Priz al levr faltazi | Kan ar mel gant Yannig Audran |
|
Priz brezhoneger⸱ez ar bloaz | Alvan hag Ahez evit bezañ bet e kenstrivadeg an Eurovision gant ur ganaouenn e brezhoneg skrivet ganto. |
|
Notennoù
kemmañ- ↑ Ul lesanv eo.
- ↑ Displegadenn bet tennet eus lec'hienn France 3 Ouest
- ↑ Titouroù diwar-benn an 10vet abadenn
- ↑ Loreet e vez an arzour evit ur bladenn e lec'h ma 'vez kalz plas d'ar brezhoneg
- ↑ Loreet e vez un den pe ur gevredigezh hag a zo bet oberiant-tre evit lakaat ar brezhoneg da skediñ
- Kavout a reer disoc'hoù ar Prizioù war lec'hienn France 3 Ouest
Pennadoù kar
kemmañPorched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |