Daniel Kernalegenn
Daniel Kernalegenn | |
---|---|
Daniel Kernalegenn er gêr e dibenn miz Kerzu 2008 | |
Obererezh | Troer, istorour |
Ganedigezh | D'an 19 a viz Eost 1952 e Landrevarzeg, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg, Galleg |
kemmañ ![]() |
Daniel Kernalegenn a zo un troour hag un istorour brezhonek. Graet en deus war-dro ar skolioù brezhonek, ha bet eo e Kuzul-ren Diwan e-pad meur a vloaz. Bremañ e klask skoazellañ par ma c'hell an embann brezhonek.
BuhezAozañ
Ganet eo Daniel Kernalegenn d'an 19 a viz Eost 1952 e Landrevarzeg e Kerne, e-kichen Kemper, e kanton Brieg. N'en d'eus ket graet studioù hir er skolioù met tapet en deus ur vachelouriezh F3 (elektronik) e 1970.
Pa oa bihan, en doa klevet brezhoneg 'vit ar wech, gant e dud ha gant e vamm-gozh hag a oa o vevañ gantañ, ha ne veze nemet brezhoneg etrezo. Ouzhpenn-se, e oa eno un ostaliri a-ziwar ar maez ganto ha ne veze ken nemet brezhoneg etre an dud. Desket en deus lenn ha skrivañ brezhoneg drezañ e-unan.
Pa oa e-tro 13 vloaz en deus skrivet traoùigoù bihan. Plijout a rae dezhañ lakaat kanaouennoù eus ar c'hiz d'ar mare-se e brezhoneg, ar re a gane Antoine da skouer. Gortozet en deus e 40 vloaz evit stagañ da skrivañ da vat.
OberennoùAozañ
TroidigezhioùAozañ
- Ar vosenn skarlek, diwar « The scarlet plague » gant Jack London, emb. Al Lanv, 2002, 120 p.
- Colomba, diwar danevell Prosper Mérimée, emb. Al Lanv, 2005, 251 p.
- Frederig, diwar un droidigezh c'hallek eus levr Hans Peter Richter, « Damals war es Friedrich », emb. Keit Vimp Bev, 2007, 206 p.
- Devet ez vev, diwar ul levr gant Souad, emb. Al Lanv, 2013, 354p.
Oberennoù savet gantañAozañ
- Les noms de lieux de Landrevarzec, Landrevarzeg, emb. Ti-kêr Landrevarzeg, 2006, 114 p.
- Kernalegenn : ur familh, 1426-2008, Kemper, emb. Al Lanv, 2009, 210 p.
- Kernalegenn : une famille, 1426-2008, Brest, emb. war e gont, 2009, 210 p.
KenlabourioùAozañ
- Geriaoueg matematik : roll ar gerioù impljet e Penaos 'mañ kont ?, Ti-Embann ar Skolioù, Sant-Brieg, 1998, 45 p.
- Penaos 'mañ kont ? Klas 5 : Matematik, Ti-Embann ar Skolioù, Sant-Brieg, 1995, 225 p.
LiammoùAozañ
[1], [2] Daou bennad-kaoz gant Daniel Kernalegenn diwar gKaouenn.net