Yann Bijer

skrivagner brezhonek
Yann Bijer
Yann Bijer
Yann Bijer
Obererezh romantour
Ganedigezh 10 a viz Gwengolo 1940
e Triagad
Yezh skrivañ brezhoneg, galleg
Rumm lennegel romant, romant polis
Enorioù Priz Langleiz (2006)
Priz Per Roy (2007)
Oberennoù pennañ

Yann Bijer (10 a viz Gwengolo 1940 - ) zo ur skrivagner brezhonek bet ganet e Lechiagad, porzh-mor parrez Triagad er Vro-Vigoudenn. War e leve emañ bremañ hag o chom e Kantpig, e-kichen Roazhon. Skrivañ en deus graet, ha skrivañ a ra c'hoazh, barzhonegoù, danevelloù, romantoù polis, koñchennoù evit ar vugale, romantoù all ha sketchoù farsus. Bet en deus bet Priz Pêr Trepos FR3 Ouest, priz Langleiz, priz France 3 Ouest ha priz Per Roy.

E Vuhez

kemmañ

E vugaleaj

kemmañ

Ganet eo bet Yann Bijer e Lechiagad (porzh-mor parrez Triagad) er Vro Vigoudenn. E dud a oa brezhonegerien a-vihanik ha pesketaerien. E dad a oa bet prizoniad e Bro-Alamagn e-pad pemp bloaz. Desavet e oa bet Yann Bijer gant e vamm neuze, ha degemeret int bet neuze gant e dad-kozh Visant ar Prad. Mestrouer a-vicher e oa e dad-kozh ganet er Gêrgloz e Lechiagad, e 1886, e familh ar re Prad hag e veze graet ar Pradej eus outo : Pradejien ar Gêrgloz. Visant ar Prad a oa dimezet gant Mari Vargen, eus Pendrev. E-barzh ti nevez e dad-kozh, e Maezioù an Inizoù, etre ar porzh-mor ha porzh Treilhenn, e oa o chom e-pad ar brezel bed gant e vamm, Marselez ar Prad.

E dad a oa eus ar Gelveneg. Ganet e oa bet e 1914. E vamm a oa eus Lechiagad ha ganet e oa-hi e 1919. Brezhoneg hepken a oa gant an dud, e-giz-se en deus desket komz brezhoneg, met komzet e veze galleg outañ ivez.

Goude ar brezel, e 1946, e oa bet kaset d’ar skol evit ar wech kentañ da c'hwec'h vloaz, ha skoliet e galleg evel ar vugale all. E-pad e amzer deskadurezh en deus ankouaet tamm-ha-tamm e vrezhoneg. Eüruzamant, goude marv e dad, e 1954, e oa deuet e vamm-gozh da vevañ ganto e ti e vamm hag e dad. Pevarzek vloaz e oa neuze. En em lakaat a rejont da gomz brezhoneg adarre rak ne ouie ket galleg e vamm-gozh pe dost. Ha zoken, ne ouie ket lenn na skrivañ rak ne oa ket bet er skol.

Ganedigezh ur skrivagner

kemmañ

Goude e 1974, e oa bet kaset d'an traoñ peul bras ar skinwel e Roc'h Tredudon. Setu ne oa bet tamm tele ebet e-pad tri pe bevar miz. Trist e veze ar vuhez goude koan, a lâre lod eus an dud. Met ne oa ket aet e amzer da goll evit se. En em lakaet e oa da zeskiñ lenn ha skrivañ brezhoneg. Sikouret eo bet memes tra gant Laorañs Stefan, ur frer eus urzh Ploermael, ur mailh war ar brezhoneg ha kamarad bras d’e dad, dre ma oant genidik o-daou eus ar Gelveneg. Kendalc'het en deus gant yezh e vro da c'houde.

Labouret en deus e-pad tost da zaou-ugent vloaz gant « Asurañsoù Groupama », da gentañ e Landerne en Ofis Sañtral ar beizanted, ha da c'houde etre 1990 betek 2000 e Groupama Breizh e Roazhon. N'eo ken nemet pa ’z eo aet war e leve ez eo en em lakaet da skrivañ e brezhoneg. A-raok e rae war-dro e vicher, n'en deveze ket a amzer da skrivañ, nemet danevelloù berr e vefe.

Ar skrivagner hag e sonjoù

kemmañ
  • Perak e skriv-eñ e brezhoneg ?

Peogwir ez eo ar yezh a zo bet desket dezhañ gant e vamm.
Peogwir eo ar yezh, ar gwrizioù donañ a c'hell kaout ur bobl.
Peogwir ez eo ar yezh al liamm hon stag ouzh ar rummadoù bet araozomp.
Peogwir ne felle ket dezhañ ez afe ar brezhoneg da goll.
Ha, dreist-holl, peogwir ez eus tud yaouank, prest da genderc'hel gant yezh hon bro. Ar brezhoneg eo e vro.

E oberennoù

kemmañ

Koñchennoù

kemmañ

Danevelloù

kemmañ
  • C'hoarz, goap ha fent, Emb Brud Nevez.
  • Torpilladeg ar Chateaurenault, Emb: Brud Nevez n°258, 2006.
  • Armada vras Bro-Spagn, Emb: Brud Nevez n°239.

Romantoù Polis

kemmañ

Romantoù

kemmañ

Barzhoniezh

kemmañ

E galleg

kemmañ
  • Le Naufragé, An Alarc'h, 2023
  • Hymnes et lumières, gant Jean Biger, 1998.

Levrlennadur

kemmañ
  • Atersadenn Kael ar Roue, « Avel Gornôg », Emb: Kannadig Ti-Ker Triagad, 2009