Sant-Teve

kumun ar Mor-Bihan

Sant-Teve (Saint-Avé an anv gallek ofisiel) zo ur gumun e Breizh, e departamant ar Mor-Bihan, e kanton Gwened-3.

Sant-Teve
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Saint-Avé
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Gwened
Kanton Gwened-3
Kod kumun 56206
Kod post 56890
Maer
Amzer gefridi
Anne Gallo
2014-2026
Etrekumuniezh Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwened
Lec'hienn Web https://www.saint-ave.bzh/
Poblañsouriezh
Poblañs 12 173 ann. (2022)[1]
Stankter 467 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 41′ 14″ Norzh
2° 44′ 00″ Kornôg
/ 47.6872222222, -2.73333333333
Uhelderioù kreiz-kêr : 55 m
bihanañ 12 m — brasañ 136 m
Gorread 26,09 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Teve
  • Erwan Vallerie ː Senteve, 1333, 1387, 1397 ; Senteve, Sainteve, Lentive, 1453 ; Saincteve, 1516 ; S. Eve, 1630 ; Saint-Avé, 1779.
Gerdarzh
  • Ogée, Jean (1788) : dindan an anv Sainte-Avé, keneilez sainte Ursule hag a veve er Vvet kantved, eo an iliz[2].
  • Marteville, A & Varin, P. (1843) : Sanctœ-Aviœ gwechall[3].
  • Embannadurioù Flohic (1996) : dianav ; n'eus sant(ez) ebet anvet Avé ; kalz a vartezeadennoù zo bet savet evit displegañ an anv-se ː Saint-Avoye, Saint-Ivy, 'Sainte-Ève', Saint-Avit hag all.
  • Ofis publik ar Brezhoneg / KerOfis : Sant-Teve ; Senteve 1333 ; ecclesia parochiall de Senteve, 1333 ; Senteve, 1338 , 1387 : Sainteve, 1397 ; Sainct Eve, 1427 ; Le Bourg St Eve, 1427 ; Sainct Eve, 1448 ; Senteve,Sainteve, Lentive, 1453 ; Sainct Eve, 1464 ; St Ave, 1475 ; Sainct Evve, 1477 ; Sainct Eve, 1481 ; Sai(n)t Ave, 1494 ; St Ave, 1500 ; Sainct Eve, bourgc de St Eve, bourgc et paroesse de St Eve, 1514 ; Saincteve, 1516 ; Sainct Eve, 1536 ; Sainct Aué, 1620 ; S. Eve, 1630 ; Sainct Aué, 1685 ; Le Bourg et paroisse de St-Aué, 1707 ; Sainte-Avé, 1779 ; Saint-Avé, 1870.

Ardamezioù

kemmañ

Rannet : ouzh 1 en gul e flourdilizenn en aour heuliet gant teir c'hreskenn ivez en aour ; ouzh 2 en argant e deir fempdiliaouenn en gul ; e gab en erminoù.

  • Melestradurezh : krouet e voe kumun Sant-Teve e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Sant-Teve da benn ur c'hanton, hini Sant-Teve[4]; teir c'humun a oa ennañ: Plaodren, Sant-Teve ha Sterwenn; e Bann Gwened e oa. Lakaet e voe Sant-Teve en Arondisamant Gwened e 1800 ha dilamet ar c'hanton e 1801[5], gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix: e Kanton Gwened-Reter e voe lakaet ar gumun e 1801.
  • Mervel a reas 45 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lâret eo 5,77 % eus he foblañs e 1911[6].
  • 35 den a voe fuzuilhet en dachenn-tennañ gant an Alamaned[7].
  • Tri den eus ar gumun a voe fuzuilhet gant an Alamaned, unan all a varvas e miz Gouhere 1945 goude bout bet distroet eus kampoù-bac'h Neuengamme ha Wilhelmshaven[8],[9].
  • Mervel a reas c'hwec'h den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].  

Brezelioù didrevadenniñ

kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Kamp Kezar.
  • Iliz katolik Sant Gervais ha Sant Protais (XVvet-XIXvet)
  • Chapel Itron-Varia-al-Loc'h (1475-1494); (e Sant-Eve-an-Traoñ); Kroaz-kalvar Itron-Varia-al-Loc'h (XVvet); Feunteun
  • Maner Kermelin (XVIIvet kantved).
  • Maner Trevianteg (XVIvet kantved-XVIIvet kantved).
  • Maner Koetigo Malenfant (XVIvet kantved-XVIIvet kantved).
  • Maner Lesnevez (XVvet kantved-XVIvet kantved).
  • Maner Trebrat, gant e chapel eus ar XVIIvet kantved.
  • Maner Berval.
  • Maner Botlore.
  • Maner ar C'hreisker, gant e c'houldri.
  • Maen ar Re bet fuzuilhet e Kermelin (e koun ar rezistanted yaouank bet fuzuilhet eno etre 1941 ha 1944), luc’hskeudenn[12].
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[13].
  • Plakenn e koun an tri den eus ar gumun bet fuzuilhet gant an Alamaned.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ
 

Brezhoneg

kemmañ

Ya d'ar brezhoneg

kemmañ

Deskadurezh

kemmañ
  • Klasoù divyezhek a zo eno : unan katolik gant Dihun abaoe 2001 hag unan publik gant Div Yezh abaoe 2005.
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet 144 skoliad er c'hlasoù divyezhek (14 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[14].

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
 
Ars (d')
Aotrounez Rulliac ha Treviantec
En argant e deir fempdiliaouenn en gul, 2, 1.
 
Benoist
Aotrounez Lesnevé̈
En erminoù e deir c'hebrenn en gul, karget gant bezantennoù en aour.
 
Le Vandeur
Aotrounez ar C'hreizkêr
En gul e deir c'hreskenn en aour, ur flourdilizenn ivez en aour ouzh kondon.

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr)Abalain, Hervé : Les noms de lieux bretons, Éditions Jean-Paul Gisserot, 2000
  • (fr)Éditions Flohic (a-stroll) : Le patrimoine des communes du Morbihan, 2 levrenn, 1996 (ISBN 978-2-84234-009-4)
  • (fr)Marteville, Alphonse & Varin, Pierre (kendalc'herien J. Ogée) : Nouveau dictionnaire de Bretagne, 1843.
  • (fr)Ogée, Jean (1728-1789) : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, 1778 (peder levrenn).
  • (fr)Potier de Courcy, Pol : Nobiliaire et armorial de Bretagne
  • (fr)Tanguy, Bernard : Les noms de lieux bretons, Emgleo Breiz, 2015 (ISBN 978-2-35974-118-6)
  • (br)Vallerie, Erwan : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez — Corpus – Traité de toponymie historique de la Bretagne, An Here, 1995 (ISBN 978-2-86843-153-0)

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Ogée, op.cit., levrenn 4, p. 220.
  3. (fr)Marteville & Varin, op. cit., p. 705.
  4. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 340
  5. (fr)Cassini - EHESS - Sant-Teve - Fichenn ar gumun
  6. 6,0 ha6,1 (fr)Memorialgenweb
  7. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 350-351
  8. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 352
  9. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  10. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  11. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  12. (fr)Memorial Genweb
  13. (fr)Memorial Genweb
  14. (br)Ofis Publik Ar Brezhoneg

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.