Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù
etrekumuniezh ar Mor-Bihan
Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù | |
---|---|
Anv gallek (ofisiel) | Golfe du Morbihan - Vannes agglomération |
Melestradurezh | |
Stad | ![]() |
Rannvro | Rannvro Breizh |
Departamant(où) | Mor-Bihan |
Bro velestradurel | Bro Gwened |
Furm | kumuniezh tolpad-kêrioù |
Sez | Gwened |
Deiziad krouidigezh | 1 Gen 2017 |
Kod RAKEM | 200067932 |
Prezidant Amzer gefridi |
David Robo 2020-2026 |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 168 531 ann. (2017)[1] |
Stankter | 209 ann./km² |
Douaroniezh | |
Niver kumunioù | 34 |
Gorread | 807,4 km² |
Lec'hiadur en departamant | |
![]() | |
Lec'hienn web | https://www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/ |
kemmañ ![]() |
Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù[2] (Golfe du Morbihan - Vannes agglomération e galleg) a zo anezhi ur gumuniezh tolpad-kêrioù savet d'ar 1añ a viz Genver 2017 etre kumunioù eus Frañs, e departamant ar Mor-Bihan, e Breizh.
IstorAozañ
Krouet e voe ar gumuniezh diwar bodañ Kumuniezh kumunioù gourenez Rewiz, Kumuniezh kumunioù al Loc'h ha Gwened Tolpad.
KumunioùAozañ
D'ar 1añ a viz Genver 2017 ez ae 34 c'humun d'ober ar gumuniezh tolpad-kêrioù:
- Aradon
- an Arvor-Baden
- an Arzh
- Arzhon-Rewiz
- Baden
- ar Bonoù
- Brandevi
- an Drinded-Surzhur
- an Elven
- Enizenac'h
- Gregam
- Gwened (sez)
- Hezoù
- Kolpoù
- Lokeltaz
- Lokentaz
- Lokmaria-Gregam
- Meukon
- Plaodren
- Pleskob
- Plougouvelen
- Ploveren
- Sant-Armael
- Sant-Nolf
- Sant-Teve
- Sarzhav
- Sine
- Sterwenn
- Sulnieg
- Surzhur
- Teiz-Noaloù
- Tredion
- Trevlean
- Tro-Park
PrezidantedAozañ
BrezhonegAozañ
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 1363 skoliad (6,7 % eus skolidi an tolpad-kêrioù evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].