Gwened Tolpad
Gwened Tolpad[1], a oa anvet Kumuniezh tolpad-kêrioù Bro-Wened a-raok ar bloaz 2010, a oa ur gumuniezh tolpad-kêrioù e departamant ar Mor-Bihan, e Breizh. Krouet e voe e 2000. D'ar 1añ a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù, goude kendeuziñ gant div etrekumuniezh-all.
Kumunioù
kemmañ24 c'humun a yae d'ober Gwened Tolpad.
Kendeuzet e voe kumunioù Teiz ha Noaloù d'ar 1añ a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez, Teiz-Noaloù.
Brezhoneg
kemmañYa d'ar brezhoneg
kemmañ- D'an 29 a viz Ebrel 2010 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kumuniezh tolpad-kêrioù Bro-Wened.