Ploveren
kumun ar Mor-Bihan
Ploveren | ||
---|---|---|
Bolz vein e mont tre ar gumun. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Ploeren | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Gwened-2 | |
Kod kumun | 56164 | |
Kod post | 56880 | |
Maer Amzer gefridi | Gilbert Lorho 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gwened | |
Lec'hienn web | www.ploeren.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 6 669 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 326 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 50 m bihanañ 3 m — brasañ 58 m | |
Gorread | 20,44 km² | |
kemmañ ![]() |
Ploveren[2], distaget [plɛˈrɛˑn] dre vras e brezhoneg[3], a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gwened-2 e departamant ar Mor-Bihan.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
- Erwan Vallerie ː Ploeren, 1387; Ploerren, 1387; Ploeueren, 1402; Ploeren, 1453; Ploteren, 1516; Plomerten, 1554; Pleren, 1636; Ploerin, 1779
«Ploveren» eo ar stumm bet degemeret gant Ofis ar Brezhoneg[4]. Stummoù skrivet all a gaver, evel «Pleren»[5], pe c'hoazh «Ploeren»[6]. Ploeren eo ar stumm ofisiel en implij e galleg, ha hemañ a vez distaget [pleʁɛ̃][7].
ArdamezioùAozañ
Rannet; ouzh 1 en argant e ziv dreustell en sabel, e gab en gul karget gant ur morzhol en aour; ouzh 2 en gul e c'hwec'h bezantenn en aour, 2, 2, 2, e gab en erminoù
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Ploveren e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Aradon; e Bann Gwened e oa; dilamet e voe kanton Aradon ha lakaet e voe Ploveren e Kanton Gwened-Kornôg gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Ploveren en Arondisamant Gwened bet krouet e 1800[8],[9].
XIXvet kantvedAozañ
- E 1851 e voe staget kêriadennoù eus ar gumun ouzh kumun Gwened.
XXvet kantvedAozañ
- 40 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,64 % eus he foblañs e 1911[10].
- Mervel a reas 10 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[11].
- D'an 11 a viz Eost 1941 e kouezhas ur c'harr-nij Messerschmitt Bf 109 E 04 marilhet WNr. 4879 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e Ploveren. Lazhet e voe e levier, douaret eo e Huisnes-sur-Mer (Bro-C'hall)[12].
- D'an 29 a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 anvet "Concho Clipper" eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Ploveren; lazhet e voe tri nijour eus e baread ha douaret e voent e Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin e departamant Manche e Bro-C'hall; ar seizh nijour all a voe tapet gant an Alamaned[13].
Brezelioù didrevadenniñ
- Brezel Aljeria: mervel a reas ur milour[14].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz katolik Sant Varzhin.
- Chapel Intron-Varia e Bellean, XVvet-XVIvet-XVIIvet kantved.
- Kastell ar Maezo, XIXvet kantved.
- Maner Kerverreg, XVvet-XVIvet kantved.
- Kastell Garo, chom a ra ur c'hav hag ur forn hepmuiken.
- Maner Porzh-Priendo.
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
BrezhonegAozañ
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'ar 6 a viz Meurzh 2009 e oa bet votet live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 19 a viz Genver 2015 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- D'ar 4 a viz Du 2019 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
DeskadurezhAozañ
TudAozañ
- Douaret eo Loeiz Kadoudal, breur da Jord Kadoudal, er vered.
- François Marie Falquerho, beleg katolik ha skrivagnour brezhonek, marvet eno e 1917, p'edo person ar barrez.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ Cf. Herve ar Bihan, “Anvioù parrezioù ar Mor-Bihan”, Hor Yezh niv.162, 1985, p.66
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon
- ↑ Al Liamm niv. 200 p. 216 (Frañsez Kervella)
- ↑ Erwan Vallerie, L'art et la manière de prononcer ces sacrés noms de lieu de Bretagne, Le Chasse-Marée/ArMen, 1996, p. 181
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 264
- ↑ Cassini - EHESS - Ploveren - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek