Animatourez evit abadennoù brezhonek war France 3 ("Mouchig-dall", "Te ha Me", "Bali Breizh") eo Goulwena An Henaff, genidik eus Lokorn e 1978.
Aktourez eo bet ivez er sitcom "Ken Tuch'", ha kemeret he deus perzh evit sevel ar senario. Kinnig a ra ouzhpenn abadennoù dreist-ordinal, evel "Prizioù" France 3 ur wech an amzer.

Goulwena an Henaff
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGoulwena an Henaff Kemmañ
Anv-familhLe Hénaff Kemmañ
Deiziad ganedigezh1978 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLokorn Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg Kemmañ
Michertalk show host, dub actor, aktour, film director Kemmañ
Goulwena an Henaff e 2017
Goulwena an Henaff e-kerzh nozvezh Breizh e 2014

Brezhonegerez a-vihanik eo hag e-touez skolidi gentañ DiwanKempere oa. Bet eo bet en hentenn Diwan adal ar skol vihan betek an 3de klas dre ma ne oa ket eus ul lise Diwan c'hoazh d'ar mare-se ; kenderc'hel a reas ar skol en ul lise e [Kemper.
Goude-se, pa oa dedennet bras gant ar yezhoù, e tapas un aotreegezh war ar brezhoneg hag un DEUG war ar spagnoleg.

Bez' ez eus bet graet un diellfilm war pastezerezh e dud e Lokorn. Respontet he deus da c'houlennoù ar gasourez ha setu penaos he doa kejet gant Fañch Broudig, a oa e penn an abadennoù skinwel brezhonek war Frañs 3. Oadet 20 vloaz e oa pa'z eas dre e gemenn war hent ar c'hleweled. Lentikoa eo met dibab a reas boulc'hañ gant an hent-se evit chom hep kaout keuz.[1].
C'hoari a reas er sitcom Ken tuch' abaoe 2008 ivez.
Kenanimatourez ar "Cyber Fest-Noz" eo ivez.

Sklaer ez embann Goulwena an Henaff hiziv-an-deiz ez eo bet ar brezhoneg hag en deus roet lañs bras d'he hent ha d'he buhez micherel[1].

Saverez filmoù brezhonek

kemmañ

Pa voe ul lodenn vras eus he labour c'hoari sketchoù berr en doe roet harp da skrivañ o zestennoù, seul ma oar mat c'hoari gant ar yezh hag an taol-mouezioù[2]. Klask a ra Goulwena an Henaff mont war du ar sevel-filmoù e brezhoneg war an temoù sokial. E 2021 he doe kaset a-benn da sevel un diellfilm diwar-benn ur vaouez tizhet gant krign-bev ar bronn, Dañsal dindan ar glav, produet ha skignet gant Frañs 3.

Buhez prevez

kemmañ

N'ouzer ket kalz traoù eus buhez prevez Goulwena an Henaff. D'an 8 a viz C'hwevrer 2013 e voe embannet el lec'hienn 7seizh e oa dougerez, ar pezh a lakaas Bernez Rouz da fuloriñ a-enep al lec'hienn..

Ganedigezhioù :

Laouen-bras eo Goulwena an Henaff ha Youenn Chapalan o reiñ deoc’h da c’houzout eo bet ganet Arzel, breur Gwenn, d’ar 14 a viz Even e Kemper.

Al Liamm niv. 400, 2013, p. 106

Arroudenn

kemmañ

Kavout a ren drastus ar fed o defe ul lodenn vat eus ar vugale pep a boellgomzer… ar c'horf a chom stouet e-pad eurvezhioù, a-wechoù, a-fed daoulagad e ouezer n'eo ket un dra vat, a-fed darempred gant an dud, gant an endro eo ur gudenn ivez… Evidon, n'eo ket evel-se e vez desavet ur bugel… Pa z'eus ur skramm gant ur bugel ez eus peoc'h gantañ, anat. Moarvat e vin gwelet even "réac", met re aes eo gwelout an traou e-giz-se.[3]

.

Levrlennadur

kemmañ
  • Un emgav gant Goulwena an Henaff. E-barzh Ya!, nn 959, 24 Here 2023.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Goulwena, kasourez skinwel : casting e-kreiz pep tra
  2. Figure de France 3 Bretagne, Goulwena An Henaff passe derrière la caméra. E-barzh Ouest-France, 25 Ebrel 2021.
  3. Un emgav gant Goulwena an Henaff. E-barzh Ya!, nn 959, 24 Here 2023.
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.