Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Furm wirel : Kevredigezh
Krouidigezh : 2012
Lugan : L'info axée Bretagne toute !
Sez ar c'hevredad : Karaez-Plougêr
penngevredad : Romain Bily
Sandrig ar Gall
Kevin Jezequel
Fabien Lecuyer
Mélize
Jacques-Yves Le Touze
Lec'hienn Web : http://7seizh.info

7Seizh zo ur gazetenn enlinenn bet krouet e miz Genver 2012 evit kelaouiñ an dud diwar-benn an darvoudoù e Breizh hag er broadoù hep Stad. Ar gevredigezh Media Breizh zo diaz d'ar gelaouenn enlinenn 7Seizh.

Savet eo bet gant ur strollad tud o deus kuitaet an ABP.

D'an 30 a viz Kerzu 2014 e voe kondaonet Fabien Lécuyer gant lez-varn Kemper da-heul ur c'hlemm gant Éliane Kerjoant a oa o labourat e Kelenn, kreizenn stummañ kelennerien Diwan[1].

Yezhoù

kemmañ

Ober a ra 7seizh gant ar galleg. En amzer dremenet e oa implijet meur a yezh war al lec'hienn kelaouiñ-mañ : ar brezhoneg, ar galleg dreist-holl hag ul lod e gallaoueg[2].

Doare mont en-dro 7seizh

kemmañ

An doare mont en-dro lakaet war wel gant 7seizh a zo unan a-stroll : kazetennerien diouzh un tu, kenlabourerien lec'hel diuouzh an tu all. Digor eo ar skrivañ da dud ar gevredigezh vrezhon a savfe c'hoant enno da gemer perzh.

Skipailh ha kenlabourerien 7seizh

kemmañ
  • Fabien Lécuyer, kazetenner
  • Melize Danet, Melize Erre, anvioù-pluenn ar berc'hennez war an domani Internet[3]
  • Sandrig ar Gall, kenlabourer
  • Romain Bily, kazetenner
  • Aurélien Lelièvre, kazetenner
  • Philippe Parisse, kazetenner ha luc'hskeudenner
  • Joel Sinel, kazetenner
  • Tarek, kenlabourer
  • Gael Cloarec, luc'hskeudenner
  • Gael Le Ny, luc'hskeudenner

Notennoù

kemmañ