Keleier a reer eus hollad an ditouroù a vez diuzet kent bout skignet pa dennont da zarvoudoù nevez-c'hoarvezet d'ar marevezh m'o skigner, pe d'ur fed dibar ha dianav betek neuze. Meur a zoare zo da skignañ keleier : dre gomz, dre skrid, dre arouezioù gweledel pe sonus, ha meur a venveg a implijer hervez an niver a dud a zo da gelaouiñ ha hervez o fellder diouzh andon ar c'heleier.

keleier
television genre, industriezh, data set, radio genre
Iskevrennad eusKemennadur, oberenn Kemmañ
Hashtagcurrent_events Kemmañ
Pleustret gantnews presenter Kemmañ
Model itemTagesthemen, Zeit im Bild Kemmañ
Arouezenn Unicode📡 Kemmañ
Relation : Aller Fuernemmen und gedenckwuerdigen Historien
Keleier : an holl istorioù pouezus
hag eñvoradus

Talbenn (1609) ar sizhunieg kentañ
bet embannet biskoazh

E bed ar media ez eo ar c'heleier un doare kazetennel a enroll ar veziadelezh diwar-benn fed pe fed a varner evel mat da skignañ, abalamour da zezverkoù a denn d'ar vuhez kevredigezhel peurgetket.

Gerdarzh

kemmañ

Un adliester eus ar ger kel, ledanoc'h e ster eget hini al liester reizh "keloù", eo "keleier". Ouzhpenn-se ez eo kel kevatal d'ar ger keal, liester "kealioù"[1],[2],[3].
Quehezlou e oa "keloù" e 1499, quelo er XVIIvet kantved, an anv-kadarn en unander o vout quehezl e 1499. Dont a ra eus ur ger koshoc'h, *kehuezl, kar d'ar c'hembraeg cychwedl "istor, keloù, danevell", an daou c'her o tont eus ur wrizienn geltiek *ko(m)sketlo-[4].

Istor ar c'helaouiñ

kemmañ
 
Talbenn niverenn 15 ar
Post-och Inrikes Tidningar
9 a viz Ebrel 1645

A-raok ma vije eus ar c'hazetennoù kentañ e deroù ar XVIIvet kantved e veze skignet kannadoùigoù hag editoù ofisiel gant gouarnamantoù e lod Stadoù kreizennet.
En Henegipt, war-dro 2400 K.J-K., e voe aozet ar post kentañ evit skignañ skridoù editoù ar Faraon war dachenn ar Stad. Kannaderion a oa e-karg eus ar skignañ, ar pezh a oa hep mar un aspadenn eus an doare koshoc'h c'hoazh da gas keleier dre gomz.

En Impalaeriezh roman, adalek 59 K.J-K., e veze engravet an Acta Diurna, a oa deizlevr ofisiel an impalaerezh, ha lakaet a-wel d'an holl el lec'hioù foran diwar urzh an impalaer Caius Julius Caesar[5],[6].

E Sina an Dierniezh Han (206 K.J-K.-220) e veze embannet follennoù kelaouiñ anvet 邸報 dǐbào "keleier eus ar palezioù ofisiel". Pemp kantved diwezhatoc'h, e-kerzh ren an Dierniezh Tang (618-907), e voe embannet ez-reoliek keleier a-berzh ar gouarnamant etre 713 ha 734 ; dornskrivet war seiz e veze pep 开元杂报 kāi yuán zá bào "kannadig keleier ar gouarnamant", ha lennet gant kargidi. E 1582, e-kerzh ren an Dierniezh Ming (1368-1644) e voe embannet ar c'hannadigoù prevez kentañ e Beijing[7].

En Europa, etre dibenn ar Grennamzer (1492) ha deroù an Dispac'h Greantel (1820), e kreskas tamm-ha-tamm an ezhommoù a geleier abalamour da zarempredoù stankoc'h etre Stadoù amezek.
E 1556 e voe embannet e Venezia ar gazetenn viziek kentañ, anvet Notizie scritte "Keleier skrivet"[6] ; gazette e kouste, da lavaret eo "moneiz rous", alese orin ar ger e meur a yezh, ar brezhoneg en o zouez[8]. Ur c'hannadig dornskrivet e oa Notizie scritte, a veze lennet a vouezh uhel e kêr abalamour ma oa isleek an darn vuiañ eus tud ar mare.
Hanter-kant vloaz war-lerc'h, e 1605, e voe moullet ar gazetenn sizhuniek kentañ, Relation : Aller Fuernemmen und gedenckwuerdigen Historien, gant an Elzasad Johann Carolus e Strossburi.
D'an 30 a viz Mae 1631 e voe embannet kentañ niverenn ar sizhunieg La Gazette e Bro-C'hall, gant Théophraste Renaudot (1586-1653) ; buan e voe kevezerezh, pa voe moullet Nouvelles Ordinaires de divers endroits gant Jean Epstein adalek ar 17 a viz Gouhere 1631, goude 26 niverenn dornskrivet – pelloc'h e padas La Gazette avat, betek 1915[9].
E 1645 e voe embannet e Sveden ar gazetenn Post-och Inrikes Tidningar "Kazetenn Ofisiel Sveden" diwar gentod ar rouanez Kristina Augusta (1626-1689); koshañ kazetenn vev ar bed eo, pa vez embannet bremañ c'hoazh[10].

Gant diorroadur ar c'helaouiñ er bed e voe krouet stalioù a-ratozh da zastum ar c'heleier evit boueta kazetennoù ar bed en eskemm ouzh gwerzh ur c'houmanant ; an Agence France-Presse (AFP) eo ar stal goshañ, pa voe krouet e 1835 gant ar Gall Charles-Louis Havas dindan an anv Agence Havas[11].

Skignadur

kemmañ
 
La Gazette niv. 16

Ar jestraoueg eo bet an doare kentañ da skignañ keleier, a c'haller arvestiñ c'hoazh er riezad loenel pa zañs ur wenanenn da gelaouiñ he c'henseurtezed a-zivout ur parkad boued da vleuniaoua.
War-lerc'h hepken ez eo deuet ar gomz etre an dud, ha ganti ar skignañ keleier a zen da zen pe e diabarzh ur strolladig tud.
Diwezhatoc'h, hag e pep bro, e voe skignet ar c'heleier dre gomz bepred gant tud a foete bro evel ar Romed, ar varc'hadourion-red, an devezhierion, ar venec'h baleer, an arzourion a-douez reoù arall.

Adalek ma voe ijinet ar skritur e voe eskemmet keleier dre skrid – al lizheroù, ha rannet e voe an denelezh etre an dud a oar lenn ha skrivañ hag ar re ne ouzont ket, evel m'emañ c'hoazh hiziv an deiz. Evel a zo bet lennet amañ uheloc'h e voe keleier skrivet a veze lennet a vouezh uhel evit an dud d'o c'hlevet, pe kaset dre gannader, evel ar Gresian Feidippides a varvas goude bout redet ag Aten da Sparta da gemenn keloù Emgann Marathon.

Gant ijinadenn ar moullerezh, er VIIvet kantved e Sina, war-dro an Xvet kantved en Egipt hag en XIIIvet kantved en Europa[12] e voe skignet ar c'heleier dre vroioù a-bezh.

A-c'houde ijinadenn ar pellgomz (1876) hag ar skingomz (1894) ez eas ar vouezh pelloc'h ha buanoc'h eget ar skridoù.
Gant an abadenn skinwel gentañ e 1936 e voe skignet skeudennoù gant komzoù ar c'heleier.

A-drugarez d'an doareoù arnevez da bellgehentiñ e voe buan pellgomzet o danvez gant ar gelaouerion d'ar stalioù-kelaouiñ, en o skrive kent o skignañ dre deleks, pe dre beleiler diwezhatoc'h, pe o frientiñ war-eeun evit o moullañ evit kazetenn pe gazetenn.
Hiziv an deiz e c'haller tapout a-daol keleier eus ar bed a-bezh dre chadennoù skingomz pe skinwel arbennik, ha nevez zo diwar an Internet dre ur pellgomzer godell.

Estreget ar gomz, ar gerioù skrivet hag ar skeudennoù a c'hall kas keleier : brudet eo arouezioù moged an Norzhamerindianed, un doare a veze implijet war Voger Vras Sina ivez hag e lec'h all, betek er Vatikan nevez zo da gemenn dilennadenn ur pab nevez. Tantadoù a veze lakaet e lec'hioù uhel ar bed da gas keloù, evel e lein Karreg an Tan e Gouezeg. Arouezioù ivez a voe implijet gant ar semafor (1792) kent ijinadenn ar pellgomz.
Sonioù zo bet arveret ivez, dre vinvioù-seniñ kreñv o son a veze klevet pell a venez da venez (binioù e Bro-Skos, da skouer) pe dre gan (Yodel en Alpoù suis) pe c'hoazh dre yezhoù c'hwibanet evel ar silbo a vez arveret war Enez La Gomera en Inizi Kanariez.
Arouezioù arall eo ar c'heleier dre lizherenneg Morse.

Framm ar c'heleier

kemmañ

Pa venner skignañ ur c'heloù en un doare reizh e vez mat urzhiañ an ditouroù eus ar re bouezusañ betek ar re a denn da vunudoù.
Atav avat e rank ar pezh a skigner respont d'ar c'hwec'h goulenn resis-mañ a-zivout an darvoudenn, a vije "ar 6 P" e brezhoneg :[13]

Piv zo bet skoget ? • Petra zo c'hoarvezet ? • Pelec'h eo c'hoarvezet ? • Pegoulz eo c'hoarvezet ? • Perak eo c'hoarvezet ? • Penaos eo c'hoarvezet ?[14]

Ken kozh hag an dareulerezh hag an daelerezh eo ar framm-se. Gant an dareuler henc'hresian Hermagoras eus Temnos, a vevas er c'hantved kentañ K.J-K, e voe staliet evit ma vije reizhpoell ar studioù lezvarnel kent barn an dorfedourion ; azaset ouzh ar c'helaouiñ eo bet eta[15].

Perzhioù pennañ

kemmañ

Danevelliñ fedoù pe zarvoudoù a zo o ren hag a c'hallfe bout dedennus evit an dud eo skignañ keleier. Ret eo d'an skignerion bout ergorek hag onest pa gontont ar pezh a zo c'hoarvezet. A-fed yezh e rank an danevell bout sklaer, louerel ha resis.

Kent skignañ keloù pe geloù e ranker gwiriañ ha reizh eo e-keñver an dezverkoù a zo bet lakaet da ziazez e micher ar c'helaouiñ.

  • Gwirionded : ret eo d'ar fedoù pe d'an darvoudoù bout gwir, ha gwiriadus.
  • Ergoregezh : arabat eo e rofe ar c'heleier un alberzh eus soñjoù personel an den o skign ; arabat eo ivez e vefe merzet gant piv int bet skridaozet, petra bennak ma ouzer ez eus bet ur skridaozer(ez) evit o dibab hag o frientiñ kent o skignañ.
  • Sklaerder : ret eo d'ar c'heleier bout ken fraezh ha kempoell ha ma c'haller, ha bout asantet gant an den a zo skoget ganto.
  • Krennegezh : dav eo kinnig ar c'heleier berr-ha-berr, hep azlavarad ha hep ditouroù didalvez.
  • Hollegezh : dav eo d'ar fedoù pe d'an darvoudoù bout dedennus evit an holl dud, n'eo ket evit hinienn pe hinienn.
  • Bremanelezh : ret eo d'an darvoudoù bout o ren pe vout fresk-bev.
  • Nevezded : ret eo d'ar c'heleier bout nevez, divoas pe zibaot.
  • Pouez denel : dav eo e vefe ar c'heloù gouest da zegas ur from bennak en dud o degemer.
  • Nester : dedennusoc'h e vez ar c'heleier pa vezont liammet ouzh endro an dud o degemer.
  • Baligerezh : dedennetoc'h e vez an dud pa vez ar c'heleier a-zivout tud pouezus ha/pe anavezet gant an holl.
  • Heuliadoù : dav eo skignañ kement keloù a denn va vuhez pemdez an dud.
  • Hegoulzder : seul abretoc'h e skigner ur c'heloù, seul bouezusoc'h eo e spered an dud.
  • Diskoulm : un nebeud keleier a vare da vare a zalc'h atapi an dud ouzh an darvoud, da c'hortoz un diskoulm a c'hallfe bout souezhus.
  • Dodenn : lod keleier a denn da obererezhioù mab-den zo dedennus dre o natur : an araokadennoù skiantel, da skouer.
  • Skoazell : lod keleier a c'hall bout degemeret evel ur skoazell da gemer disentezioù.

Elfennoù ar c'heleier moullet

kemmañ

A-hed istor ar wask ez eo bet pishaet an doare da ginnig keleier moullet war baper.
Lod eus an doareoù-se zo bet adkemeret er skingomz hag er skinwel.

Elfennoù pennañ
  • Higenn : ul linenn a-us titl ar pennad, moullet e lizherennoù bihan.
  • Falstitl : pennad etre an higenn hag an titl, ma roer ditouroù talvoudus evit kompren titl ha danvez ar pennad.
  • Titl : talbenn ar pennad, skrivet bras evit desachañ evezh al lennerion.
  • Istitl : un astenn d'an titl, gant un nebeud munudoù en a-raok.
  • Digoradur : ar rannbennad kentañ, ma kemenner ar pezh pouezusañ a zo er c'heleier.
  • Korf : skrid ar pennad, ma tibuner an ditouroù adal an hini bouezusañ betek ar munudoù.
  • Skeudenn : tresadenn pe luc'hskeudenn, a denn da zanvez ar pennad ha neuze d'ar c'heleier.
  • Alc'hwez : deskivadur ar skeudenn
Perzhioù pennañ

Ouzhpenn ar re a zo bet meneget amañ a-us ez eus un nebeud perzhioù a gaver (pe a vije ret kavout) er c'heleier moullet.

  • Freskter : ret eo d'ar pezh emeur o kontañ bout c'hoarvezet nevez zo.
  • Trehontegezh : ret eo d'ar c'heloù bout pouezus evit ar gevredigezh.
  • Diac'hinadegezh : bez' ez eus er c'heloù ur c'heal a zo enep ar skiant voutin, da skouer : "Divizet en deus ar Stad, a zo renet gant an tu-kleiz/tu-dehoù, ober ur bolitikerezh a-du gant an tu-dehoù/tu-kleiz".
  • Distabiladur : ken dic'hortoz eo ar c'heloù ma tevoud ur stroñs el lennerion.

Talvoudegezh

kemmañ

Dre vras e vez talvoudus ar c'heleier pa zedennont an dud, pe un darn arbennik anezho, ha/pa vez red buhez mab-den levezonet ganto : didalvez e vez keleier Breizh evit an darn vrasañ eus Sinaiz, dedennus e vez kavadenn ur blanedenn dianav evit an dud a vourr gant ar steredoniezh, talvoudus evit mab-den e voe kammed kentañ Neil Armstrong war al Loar e 1969.

Kemm-digemm avat eo talvoudegezh ar c'heleier hervez ar broioù hag ar mare ma vezont skignet, hag ivez hervez ar media a implijer evit o skignañ.
Atav e vez dedennet an dud gant ar c'heleier a denn da stad politikel hag armerzhel o bro, er bed a-bezh e klask an dud gouzout hiroc'h pa darzh ur brezel etre div Stad ; abaoe donedigezh media nevez evel an Internet avat e lakaer da geleier ditouroù diwar-benn buhez prevez tud vrudet pe a-zivout darvoudoù lec'hiel na zegasont netra da vuhez an darn vrasañ eus an dud voutin[16].
Dispisoc'h-dispisañ eo deuet ar bevennoù etre keleier hag arvestoù, abaoe diorroadur ar skinwel pergen : tamm-ha-tamm e vez dilezet ar perzhioù a zo bet meneget a-us, hag e vez disoñjet e sav talvoudegezh ar c'heleier n'eo ket hepken diwar o danvez, diwar an doare d'o dibab ha d'o c'hinnig ne lavarer ket.

Hervez Michael Schudson, a zo kelenner war ar c'hazetennerezh, e rank an den kemmañ e sell war ar c'hazetennerezh en "Oadvezh niverel"[17] : hiziv an deiz e c'haller kelaouiñ a forzh pe lec'h, ha kelaouiñ mat, rak n'eus ezhomm nemet ag un daneveller hag un urzhiataer. Gwanaet eo bet neuze pouez an aozadurioù, hiniennekoc'h eo deuet al labour. Ha ret eo bout un den a vicher evit kelaouiñ hiziv an deiz ? Ha tu zo evit gwir da forzh piv bennaket kelaouiñ ar bed a forzh pe lec'h ? Kement-se a gas da dermenadur gwirion ar vicher a gazetenner(ez), ha pelloc'h da dermenadur ar ger "keleier" e-unan.

Hervez M. Schudson bepred ez eus 6 tachenn m'eo bet kemmet bed ar c'heleier, pa 'z eo deuet dispis ar bevennoù etre :

  1. ar skignerion hag an degemererion ;
  2. tweet, moger Facebook, blog, pennad embannet war ur gazetenn, pennad embannet war ur gelaouenn ha skrid embannet e stumm ul levr ;
  3. tud a vicher hag amatourion ;
  4. ar media nann-arc'hantus, ar re foran hag ar re arc'hantus ;
  5. burevioù ar skignerion keleier ha re an embregerezhioù ;
  6. ar media hengounel hag ar re nevez.[17]
  • Unan eus heuliadoù an emdroadur-se eo e c'hall forzh piv addisplegañ ar c'heleier kerkent hag int bet embannet ; dre ar rouedadoù kevredigezhel e c'hall ur strollad tud en em vodañ, ersaviñ ha klask stourm a-c'houde keleier diwar-benn un darvoud n'eo ket diouzh o grad, evel da-geñver an Nevezamzer arab adalek miz Kerzu 2010 da skouer.
  • Un heuliad all eo gwiriadur ar fedoù, ar fact checking saoznek, ma c'hall forzh piv gwiriañ ar sifroù, an diogeladennoù, ar fedoù hag an ditouroù a bep doare a vez meneget gant politikourion, arbennigourion ha forzh pe zen a emell e buhez ur gevredigezh dre ar media.
An Internet eo benveg pennañ ar fact checking, pa ro digor d'an dud d'an diazoù-ditouroù ofisiel e berr amzer.

Notennoù

kemmañ
  1. Geriadur brezhoneg An Here p. 698-b, An Here, 2001, ISBN 978-2-86843-236-0 (br)
  2. Pierre Trépos (1982), Le pluriel breton p. 65, Emgleo Breiz, ASIN B0014K1MBQ (fr)
  3. Frañsez Kervella (1995), Yezhadur bras ar brezhoneg § 350 p. 220, Al Liamm, ISBN 978-2-7368-0044-4 (br)
  4. Albert Deshayes (2003), Dictionnaire étymologique du breton pp. 381-b ha 379-a, Le Chasse-Marée, ISBN 978-2-914208-25-3 (fr)
  5. Geriadur Gaffiot (la) (fr)
  6. 6,0 ha6,1 Timeline of the NewspaperIndustry (en)
  7. Timothy Brook (1999), The Confusions of Pleasure: Commerce and Culture in Ming China, University of California Press, ISBN 978-0-520-22154-3 (en)
  8. Jacqueline Picoche (2009), Dictionnaire étymologique du français, Le Robert, ISBN 978-2-84902-424-9 (fr)
  9. Ivan Chupin, Nicolas Hubé, Nicolas Kaciaf (2009), Histoire politique et économique des médias en France, La Découverte, ISBN 978-2-7071-5465-1 (fr)
  10. Lec'hienn "Post-och Inrikes Tidningar" (en)
  11. Michael B. Palmer (1983), Des petis journaux aux grandes agences – Naissance su journalisme moderne, 1863-1914, Aubier, ISBN 2700703464 (fr)
  12. Kent mare Johannes Gutenberg, a voe ar mouller europat kentañ oc'h ober gant arouezennoù lem-laka. Gwelit :
    • Michael Twyman (2007), L'imprimerie, histoire et techniques, ENS Éditions, ISBN 978-2-84788-103-5 (fr)
    • Yves Perrousseaux (2006), Histoire de l'écriture typographique - De Gutenberg au XVIIe siècle, Atelier Perrousseaux, ISBN 978-2-911220-13-5 (fr)
  13. Brudet eo ar framm-se dindan an anv saozneg The Five W : Who? What? Where? When? Why?, gant un H ouzhpenn a-wechoù : How?
  14. Owen Spencer Thomas (2012), Writing e Press Release (en)
  15. George Alexander Kennedy (2001), The Orator in Action and Theory in Greece and Rome, Brill Academics, ISBN 978-90-04-12213-0 (en) – Gwelet ivez : Laurence Pernot (2000), La rhétorique antique, Le Livre de Poche, ISBN 978-2-253-90553-0 (fr)
  16. Da skouer, (fr) "Nac'het en deus Justin Bieber pignat gant diri Moger Vras Sina, douget eo bet gant e warded-korf" hag (fr) "Un den zo marvet hag unan zo bet gloazet e-kerzh un dennadeg da lidañ Pask e Gres"
  17. 17,0 ha17,1 Michael Schudson (2011), Sociology of News (Contemporary Societies), Norton & Co., ISBN 978-0-393-91287-6 (en)


Sellit ouzh ar ger Keleier er
wikeriadur, ar geriadur frank.