Karreg an Tan zo un dorgenn, 281 m uhelder dezhi, er Menez Du, e kumun Gouezeg.

Karreg an Tan

Diwar ar c'hrec'h e c'haller gwelet, pa vez sklaer an amzer, traoñienn ar stêr Aon, Menez Are ha betek Bae Douarnenez.

Dont a ra an anv, a gonter, eus ar boaz a oa en amzer ma veze taget Breizh gant ar Vikinged da eveshaat ar vro diwar an uhelenn-se ha da enaouiñ un tantad warni evit kas keloù d'an dud tro-war-dro pa veze gwelet ur vag viking o sevel gant ar stêr. Un doare taol-vaen vihan zo war al lein, ma veze graet an tantad, a-hervez.

Dibabet eo bet an titl Diwar Dorgenn Karreg-an-Tan gant Per Denez e 1999 evit embann un dastumad danevelloù bet savet gant Yeun ar Gow (a oa o chom e Gouezeg). Disklêriañ a ra Per Denez : "Diwar ziviz gant Mikael ar Gow eo bet dibabet titl al levr : fellout a rae deomp e vefe douget testeni gantañ d'ar garantez en doa Yeun ar Gow evit e gorn-bro, evit ar gweledva a oa bet o c'hronnañ e ved-diabarzh. A-ere ar varzhoniezh e stag Karreg-an-Tan an amzer-vremañ ouzh klod romantel an amzerioù koshañ".

Liamm diavaez

kemmañ