Diwar Dorgenn Karreg-an-Tan
Diwar Dorgenn Karreg-an-Tan zo titl ul levr embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e miz Gouere 1999. Ul levr a 179 pajenn eo, ennañ pevarzek danevell a oa bet savet gant ar skrivagner Yeun ar Gow (1897-1966). Darn eus ar c'hontadennoù a oa diembann, ha re all a oa bet embannet etre 1937 ha 1965 e kelaouennoù brezhonek. Savet e oa bet ar c'hentskrid anezhañ gant Pêr Denez.
An danevelloù
kemmañSed amañ ar 14 danevell:
- Al Laer Dienn, Gwalarn, niverenn 98, miz Genver 1937
- Matu, Gwalarn, niverenn 98, miz Genver 1937
- Sinadoù, War-du ar pal, Goañv 1938
- An hini en devoa lazhet pemp mil ha kant, SAV, niverenn 11, Hañv 1938
- Ur galedenn a zen, Gwalarn, niverenn 126, miz Mae 1939
- Ar Sourded, SAV, niverenn 17, Nevez-Amzer ha Hañv 1940
- Gras Doue, SAV, niverenn 18, Diskar-Amzer 1940 ha Goañv 1941
- Ar Marc'heg Graelent, SAV, niverenn 30, Goañv 1944
- Pennhêrez Rozalgon, 15 a viz Gwengolo 1964, diembann
- Yann hag an Aotrou, 7 a viz Gouere 1964, diembann
- Bizoù an Den beuzet, 21 a viz Kerzu 1965, diembann
- Ar Breizhad amerikan, diembann
- Hurlink an Itron Tifena, 1añ a viz C'hwevrer 1966, diembann
- Ar Person div wech gall, Ar Vro-Gwirionez, niverenn 32, miz Eost 1965