Gouezeg
kumun Penn-ar-Bed
Gouezeg | ||
---|---|---|
![]() Karreg an Tan. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Gouézec | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | Brieg | |
Kod kumun | 29062 | |
Kod post | 29190 | |
Maer Amzer gefridi | Cécile Nay 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Pleiben-Kastellin-Porzhe | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz-Breizh | |
Lec'hienn web | http://www.region-de-pleyben.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 104 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 36 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 19 m — brasañ 270 m | |
Gorread | 30,94 km² | |
kemmañ ![]() |
Gouezeg a zo ur gumun eus Bro-Gerne e Kanton Brieg, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh. Emañ er vroig Rouzik.
DouaroniezhAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant David, person ; nac'het e voe al le gant ar c'hure anvet Bozeg[3].
- Lazhet voe ar person David e miz Even 1795 gant ur bagad chouanted war o hent da veilh-boultr Pont-ar-Veuzenn, ar pezh zo deut da vezañ danvez ar pezh-c'hoari Ar Person touer savet gant Yeun ar Gow e 1960. Hervezañ, ar c'hure Bozeg a oa d'ar mare-se o vevañ en harlu e Bro-Spagn : s.o. ar "Skleridigez" e penn kentañ al levr.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 113 gwaz eus ar gumun, d.le. 4,84% eus he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[4].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Savadurioù relijiel katolikAozañ
Iliz katolik Sant PêrAozañ
- Savet e oa an iliz e meur a wech ha da vareoù disheñvel. An nev a voe savet er XVIvet kantved, ar porched norzh e-kreiz ar XVIIvet kantved, ar sakristi a weler ez eus bet skrivet outi a c'houlennas ar person Julien Gouezel lakaat sevel anezhi e 1724, ar c'hloc'hdi gant daou seurt garidoù hag ur gorzenn eizhkognek a voe adsavet e 1747, an izelvos su a voe savet e 1830-1832 hag ar c'heur e 1899.
- Ar werenn vras, anezhi oberenn ur stal-labour eus Kemper eus an trede kard eus ar XVIvet kantved, zo gouestlet da Basion ar C'hrist hag a zo peuzheñvel ouzh gwerennegoù Gwengad, Gwimilio, ar Merzher-Salaun, Kemeneven hag ar Roc'h-Morvan. Awenet e oant gant un engravadur gant Jost Negker, livour an impalaer Maksimilian Aostria.
- Mont a reer tre ar porzh-iliz dre un nor bras-divent eus 1754 zo kinklet gant peder delwenn e maen Kersanton, maen teñval a veze tennet eus mengleuzioù zo anezho war ribl ar richer Zaoulaz e Penn-ar_Bed, aes da gizellañ ha dre-se implijet ingal evit kizellañ e Breizh.
Chapel ar feunteunioùAozañ
- Ar chapel, bet perc'hennet gant abati sistercian Koat Malouen ha goude gant duged Breizh, a oa savet e dibenn ar XVvet kantved hag e deroù ar XVIvet kantved. Roet e voe hec'h anv dezhi diwar an teir feunteun a zo o redek en he c'hichen.
- Gwelet a reer, en diabarzh, er pavezadur ardamezioù Gwion Kelenneg, kambrelan dug breizh, hag e wreg Janed Rostrenen (dimezet e 1450), ur murlivadur a daolenn skourjezadenn ar C'hrist, bet graet en hanterenn gentañ ar XVIIvet kantved, koulz hag un dribunell eus 1671. Gwelet a reer ivez tammoù bras eus gwerennoù-livet eus ar XVIvet kantved a oa gouestlet da Basion ar C'hrist ha da gurunidigezh ar Werc'hez Vari.
- Ar c'hloc'hdi , dezhañ un doenn volzek eizhkognek, zo sko ouzh un douribell-skalerioù. Savet e oa en-dro e dibenn ar XVIIvet kantved hag e deroù an XVIIIvet kantved.
TudAozañ
Tud bet marvet enoAozañ
- 1966 : Yeun ar Gow, skrivagner brezhonek.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
RimadelloùAozañ
Tud Gouezeg zo tud droch :
Ouzh ur c'harrdi reont ul loch
Hag ouzh un ibil reont ur broch. E Skeud Tour Bras Sant Jermen, 1978/228
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 44.
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb