Ar Person touer
Ar Person touer a zo ur "c'hoari trubuilhus e tri devez hag e gwerzennou" gant Yeun ar Gow, embannet gantañ e penn kentañ ar bloavezh 1961 (bet sinet "d'an 18 a viz gouere 1960"). Moullet e oa bet e ti "Ar Skreo" er Baol, gant ur c'holoenn treset gant Joël Sevellec. Skrivet eo an destenn diouzh an doare KLT.
Ar stumm
kemmañ"Tri devez" eta, rannet e "divizou" diouzh donemonea ar c'hoariourion war al leurenn. E fin ar gont, ouzhpenn daou vil gwerzenn (2064) : muioc'h eget un drajedienn glasel ! Gant Roparz Hemon ivez e oa bet embannet e 1958 ur pezh-c'hoari e gwerzennoù, etre marvailh ha farsadenn, ''An dornad plouz'' ; kalz berroc'h koulskoude : 552 gwerzenn.
E riskl an unton e oa Yeun ar Gow. E-biou ar skoilh e ya dre ober gwech gant gwerzennoù eizh troad ha gwech gant reoù dek, unnek ha daouzek troad. Strobet e vezont e koubladoù a ziv pe deir pe beder pe c'hwec'h gwerzenn. Kanoù war donioù anavezet a zeu da zistanañ ar speredoù a vare da vare.
E-giz ma falveze d'ar skrivagner, ar yezh a zo pinvidik, ouesk ha plijus d'ar skouarn.
Steuenn ar c'hoari
kemmañE diazez an drama, un darvoud kavet gant an noter e paperioù kozh : "maro an David, person touer parrez Goezeg, bet diskaret e miz even eus ar bloaz 1795". Ar peurrest, emezañ, a zo diouzh e faltazi.
Devezh kentañ : e Gouezeg e 1791. En ti-kêr, emañ an aotrou Maer, Pêr an Hir, o c'hortoz an daou veleg eus ar barrez, galvet "en ano an Nasion" da douiñ fealded d'an urzhiadur nevez war-sujed ar c'hloer hag an Iliz. Asantiñ a ra ar person kozh. Ar c'hure yaouank a zinac'h, daoust ma oar mat e vo tonket d'ur vuhez kuzh ha kriz ; ar Maer a ginnig reiñ bod dezhañ ("Pêr an Hir 'n hini 'gomz ha n'eo ket ar mêr…", gw. 392).
Eil devezh. "Eur pennad amzer diwezatoc'h", er presbital. Emañ soudarded ar Republik o klask war-lerc'h ar c'hure dinac'her. Bet kelaouet gant e garabasenn, ar "sitoyan person", enket gant ar soudarded, a zeu da flatrañ Pêr an Hir, ar maer a gent. Harzet hemañ. Klask a ra tec'hout ; tizhet eo gant un tenn pistolenn. Diarbenn a ra bezañ sakramantet gant ar person touer, ha mervel.
Trede devezh : 1795. Goude ma 'z eo bet kemennet gant ur marc'heger kevrinus emañ ar chouanted war e lerc'h, chomet eo ar person en e bresbital. Pa 'z erruont, kaer en deus arguziñ, diskaret 'vez gant tri zenn fuzuilh. Deredek a ra ar c'hure yaouank, dilhad kouer dindanañ, ha nouennañ ar person war e dremenvan.
"Eur varzoneg strafuilhus"
kemmañN'eo ket hepken peogwir e vez gwelet marv daou zen war al leurenn - maer ha person - eo "strafuilhus" an oberenn. Trubuilh ur spered en arvar, hini ar person, sed aze an drama lakaet war wel gant Yeun ar Gow.
Dindan al linennoù da wir, e vez klevet kel ouzh librentez ar c'houstiañsoù. Da lavarout eo ur Stad ha n'emellfe ket eus ar c'hreañsoù nag an talvoudoù ; ha, war un dro, un Iliz na glaskfe ket kaout an tu war ar gouarnamantoù. Pa vez mesket relijion ha politikerezh, ar feiz gant reizh ar Roue, privilajoù an noblañsoù pe veli ar Pab, e tarzh ar brezelioù diabarzh, al lazhadegoù hep barn ha dre laer (gw. 1754-1755 : Ha ret eo kondaonedigez/A-barz laza lôned noazus ?).
Ha pa vez kaoz ouzh ar Pab, arabat ankouaat e falvez da Babed ar mare-se kaout ur gwir c'halloud politikel, ha na vo spurjet an afer-se nemet e 1929 gant emglev al Latrano. Peadra da brizañ ar bomm a laka Yeun ar Gow war ziweuz e berson : "…kiriek ar gredenn drist/Diwar-benn beli Vikel Krist" (gw. 600-601). Gwir eo, emeur e 1961, e kreiz-krenn prientiñ ar sened-meur Vatikan II.
Kistion an darempredoù etre ar Stad hag an Iliz a zo liammet en oberenn gant ur sujed larkoc'h : penaos e cheñch menoioù ha stuz an dud. Aner klask cheñch anezhe dre heg, pe e vefe dre nerzh al lezenn hag ar c'hastiz ofisiel, pe dre wask ar spont enebet d'al lezenn. E grad an nen emañ an dalc'h… betek ur poent. "Ma skiant-vat a ziskouez din/Petra da ober hag her grin" (gw.247-248), a embann ar person. Padal, en e-unan en em gav, distok diouzh ur bobl sonnet alies gant dall gredenn (Pêr an Hir) pe voazamant diforzh (ar garabasenn). Disfizius e chom Yeun ar Gow e tro-spered ar gwardoù-araok, diefed tra ma ra fae war c'hizioù o gwriziennoù don.
En tu-hont d'an teatr-patronaj
kemmañSe 'zo kaoz, hep mar, ez eus bet roet pouez dalc'hmat gant Yeun ar Gow d'al labour sevenadurel war-dro ar brezhoneg, dre ar c'helenn er skolioù e-lec'h ma oa posupl pe dre sevel kontadennoù. Ar Person touer eo ar pezh-c'hoari nemetañ bet embannet gantañ : un oberenn start dre he ment, he stumm, he danvez, a ya pelloc'h eget an dudi evit ur sulvezh goude ar gousperoù.
Marteze eo ur seurt testamant speredel. Soñjal a ra ar skrivagner, kerkoulz hag e prantad an Dispac'h bras, e enkadennoù koustiañs bet treuzet a-hed an ugentvet kantved gant an dud a Iliz, gant tud an Emsav hag, a-benn ar fin, gant pep "sitoyan".
Bloaz war-lerc'h, un astenn a gavo ar brederiadenn en ur mod disheñvel gant ''Ar Gêr Villiget'' : un distro istorel a bemzek kantved, talvoudus ur wech c'hoazh da lemmañ hor sell ouzh ar bed a vremañ.