Stêr Aon
Ur stêr e Kornôg Breizh eo ar Stêr Aon pe an Aon. War 145 km e tiskenn adalek hec'h eienenn e-kichen Lohueg (Treger ; Aodoù-an-Arvor) betek lenn-vor Brest etre Rosloc'hen (Kerne - Penn-ar-Bed) ha Landevenneg (Kerne ; Penn-ar-Bed). Graet e vez Richer Kastellin eus hec'h aber pa ya al lanv betek ar gêr-se a-hed un hir a wazhenn.
Aon
| |
---|---|
Ar stêr Aon e Kastellin | |
Statud | stêr |
Hirder | 140 km |
Uhelder an eienenn | ? m |
Kas keitat | 30 m³/s |
Gorread an diazad | 1 875 km² |
Bro(ioù) douret | Breizh |
Diazad stêrioù |
? |
En em daol e | Landevenneg morlenn Brest |
Ledander er genoù | ? |
Andon | Lohueg |
Adstêrioù | ? |
War an hanterad izel eo bet kanoliet er bloavezhioù 1830 evit bezañ ul lodenn eus ar Ganol Naoned-Brest etre Meilh-ar-Wern ha Pont-Triffen, poent-kej etre an teir c'humun Speied, Kledenn-Poc'hêr ha Landelo hag etre ar Stêr Aon ha lodenn ganoliet ar stêr Iêr.
En tu dehoù
En tu kleiz
Kumunioù a red ar stêr etrezo
kemmañ- Lez kleiz : Plourac'h, Poullaouen, Kerglof, Kledenn-Poc'hêr, Speied, Sant-Wazeg, Laz, Santoz, Gouezeg, Lotei, Sant-Kouled, Kastellin, Dineol, Tregarvan, Argol
- Lez dehou : Bolazeg, Skrigneg, Lokmaria-Berrien, Plouie, Landelo, Kastell-Nevez-ar-Faou, Lennon, Pleiben, Meilh-ar-Wern, Sant-Segal, Pont-ar-Veuzenn, Rosloc'hen.
Dourioù-beuz
kemmañMeur a wech ez eus bet dourioù-beuz diwar ar glaveier diehan a c'hell kouezhañ war he diazad-doureier. Goude dourioù-beuz bras e 2000 ez eus bet divizet gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ma vefe savet ur stankell e Meilh-ar-Wern e-lec'h skluz ar Gilli C'hlas. 8 rañvell a ya da glozañ, ez-aotomatek, an hent pe d'an dour dous pe d'al lanv hervez al liveoù anezho.