Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur vorlenn a zo ul ledennad vor damgloz, met digor war ar mor bras. Pa'z eo ar morlennoù ur goudor evit al listri e vezont lec'hioù mat evit staliañ ur porzh-mor pe veur a hini. Ur roll politikel hag armerzhel bras o devez. E morlennoù bras hag hogos serret e veze lakaet al listri-brezel da eoriañ evit o gwareziñ diouzh tagadennoù ar morluioù estren.
Pa vez strizh ha hir ar ganol-vor a sko war ar mor bras e vez graet ur mulgul anezhi.

Morlenn Vilafranca, e-kichen Nisa, unan eus takadoù eoriañ donañ kornôg ar Mor Kreizdouar.

Stêrioù heñvel haz disheñvel

kemmañ

Ober a reer ivez gant ar gerioù lenn-vor, mor-bihan ha kambr-vor.

Ar vorlenn ne c'hall ket bezañ droukvesket gant an aber hag a zo bihanoc'h, na gant ar bae hag a vez digoroc'h. Ar pleg-mor zo kalz brasoc'h.

E Breizh

kemmañ
 
Steuñv mulgul Benzart, Tunizia e 1906, evit mont eus Lenn Benzart d'ar Mor Kreizdouar.

E Breizh, morlenn Vrest ha morlenn an Oriant a zo porzhioù-brezel kozh (abaoe an Henamzer evit Brest hag abaoe 350 vloaz evit an Oriant).

Digor awalac'h war ar mor bras e vez ar morlennoù peurliesañ, met ret eo tremen dre ur mulgul evit mont etre morlenn Vrest hag ar Meurvor Atlantel.

Bro-C'hall

kemmañ

Kalz morlennoù a zo pe zo bet implijet gant Bro-C'hall evit gwareziñ he morlu pe listri-kenwerzh, a-wechoù artifisiel. Ouzhpenn re Vreizh e c'haller menegiñ morlenn Boulogne-sur-Mer, morlenn Cherbourg, morlenn Marsilha, morlenn Agay (e Saint-Raphaël), morlenn Toulon, morlenn Ieras, morlenn Bourdel, morlenn Vilafranca, morlenn Sant-Pêr (Sant-Pêr-ha-Mikelon), morlenn Saint-Pierre (Martinik), morlenn Nouméa (Kaledonia-Nevez), morlenn Chiconi (Mayotte), morlenn Benzart (Tunizia), morlenn Mers el-Kebir (Aljeria).

E lec'h all

kemmañ

Kalz morlennoù er bed zo anvet "bae" (Fremantle, Rio de Janeiro, San Diego, San Francisco, Sydney) dre levezon ar yezh lec'hel.

Skeudennoù

kemmañ

Gwelout ivez

kemmañ
  Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.