Dour-beuz
Dour-beuz a vez pa vez goloet ur gorread bras a zouar gant dour, deuet eus ur stêr o tic’hlannañ, eus ar mor, pe diwar glaveier bras. Liñvadenn a reer ivez eus an dra-se ha brudet eo al Liñvadenn Veur a gonter er Bibl.
Er broioù sec’h ne vez ket euvret mat an dour glav gant an douar ha pa vez glaveier bras ne c’hall ket an douar lonkañ ar reñver a zour. Redek a ra an dour-se d’ar stêrioù ha pa vez leun ar re-se e teu an dour er-maez eus o naoz ha goleiñ an douar tro-dro : "dic'hlann" pe dour-bras a reer eus an dra-se. Pa vez dizoloet an douar en-dro e chom lec’hid alies a-ziwar-lerc’h an dour. Gant ar ouelezenn-se e vez frouezhusaet an douaroù zo war ribloù ar stêrioù, un dra vat evit al labour-douar. En istor eo brudet dic’hlannoù an Nil en Ejipt, en Henamzer, kenkoulz ha re ar stêrioù Eufratez ha Tigris e Mezopotamia.
Dour-beuz a c’hall bezañ ivez war aodoù ar mor : pa vez reverzhi vras ha pa vez avel greñv e c’hall ar mor sevel uheloc’h eget boaz ha goleiñ douaroù izel an arvor. Ma vez kalz a zour ouzhpenn er stêrioù en em daol er mor, e c’hall an dour-beuz-se bezañ drastus. Kement-se a oa c’hoarvezet war aodoù an Izelvroioù d’an 31 a viz Genver 1953 (1 835 den lazhet). Ingal e c’hoarvez dourioù-beuz ivez e kêrioù eus Breizh zo e goueled aberioù, evel Montroulez, Kastellin, Kemperle, Landerne.
Gant dour ar mor ivez e c’hall an arvor bezañ beuzet da-heul un tsunami, krouet gant ur c’hren-douar. Kement-se a oa c’hoarvezet war aodoù Meurvor Indez e miz Kerzu 2004.
D’en em wareziñ diouzh an dour-beuz e c’haller sevel chaoserioù, da zispartiañ ar mor pe ar stêrioù diouzh an douaroù izel zo en o c’hichen. Brudet eo ar re zo en Izelvroioù, da wareziñ ar vro-se diouzh ar mor.
Gwelet ivez
kemmañ