Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Ur tsunami a zo un heuliad gwagennoù krouet en dour gant ur stroñs hag a zilec'h an tevder dour a-serzh. C'hoarvezout a ra tsunamioù pe barroù-reverzhi da heul krenoù-douar, disac'hadennoù douar, tarzhadennoù volkanek, tarzhadennoù a bep seurt, en o zouez korfoù kosmek evel mein-kurun (oablvein), pe tarzhadennoù bombezennoù nukleel. Gellout a ra digas distrujoù bras tre.

Tsunami
Iskevrennad eusgwallzarvoud naturel, displacement Kemmañ
Efeddour-beuz, rogue wave Kemmañ
Studiet gantdouarouriezh, Geofizik, morouriezh Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E115) Kemmañ
Arouezenn Unicode🌊 Kemmañ

Orin ar ger

kemmañ

An termen tsunami (kanji: 津波) a zo ur ger japanek savet gant tsu (), ar porzh-mor, ha nami (), ar wagenn; da lavaret eo « gwagenn borzh ». Eus yezh ar besketaerien e teu ar ger-se. Ar re-mañ a veze souezhet-bras o welet ar porzhioù distrujet tra ma n'o doa merzet mann ebet ispisial pa vezent war vor.

Argerzh

kemmañ

Peurvuiañ e vez degaset gant ur c’hren-douar pe tarzhadenn ur menez-tan (er Meurvor Habask alies). C’hoarvezout a ra un nebeud kilometroù diouzh an aod. Ne vez ket merzet en donvor, d’ar poent-se eo bihan ha gwan, met, pa erru war an aod e teu da vezañ nerzhus-kenañ, hag e vez distrujet pep tra war e hent. Ur wagenn vras evel-se a c’hell mont betek 800 km/h a-raok distrujadenn an aod. Seul nebeutoc’h eo don an dour, seul vrasoc’h e vo ar wagenn. Ar besketaerien a vez souezhet bras pa zistroont hag e kavont distrujet an holl draoù. Un tsunami, krouet en Alaska gant ur c’hren-douar, en deus treuzet ar mor Habask evit erruout betek su Antarktika. Amzer o deus bet an dud da skarzhañ pell a-walc’h eus an aod. Ha ne teu ket ar tsunami eus an avel e-gis ar gwagennoù. Arabat kemmeskañ un Tsunami hag ur wagenn « sélérate » dre ma n’o deus ket ar memes orin.

Gallout a reer gwelout e vo un tsunami ma ‘z eus :

  • Ur c’hren-douar bihan pe bras,
  • Ar mor o pellaat (o vont kuit) eus an aodoù un nebeud munutennoù a-raok,
  • Ur barr reverzhi, da lavaret eo an dour o pignat buan en-dro (gant un uhelder eus un nebeud metroù betek meur a zek metr), gouest eo ar gwagennoù-se da vont pell en douaroù pa ‘z int plad.

E 1992 e voe hejet un disterdra San Juan del Sur, e Nicaragua, gant ur seism bihan. Un nebeud munutennoù goude e oa sec'h ar porzh bihan evel ur gibell c’houllo. Neuze e oa aet an dud war an aod da welet ar pezh a c’hoarveze. Met, just er mare-se ec'h erruas ar tsunami da zistrujañ pep tra.

Unan eus tsunamioù gwashañ ar c'hantvedoù diwezhañ a oa c'hoarvezet d'ar 26 a viz Kerzu 2004 er-maez da Sumatra. Ul lodenn vat eus aodoù Meurvor Indez a voe tizhet. 300 000 den, d’an nebeutañ, a oa bet lazhet gant Tsunami ar 26 a viz Kerzu 2004.

 
Tsunami ar 26 a viz Kerzu 2004

Disoc’hoù un tsunami

kemmañ
  • An dud paket en un tsunami a c’hell bezañ skoet gant an objedoù bet kaset gant ar tsunami pe a c’hell bezañ bountet feuls tre a-benn objedoù all : an dud a c’hell mervel war an taol pe bezañ beuzet.
  • Tud a c’hell bezañ stanket dindan dismantroù an tiez pe a c’hell bezañ kaset er mor don hag e varvont (beuzet gant ar skuizder, dre chom hep evañ…).
  • Goude e teu gwagennoù all (bihanoc’h) a zo dañjerus ivez hag a c’hell lazhañ kalz tud.
  • Kalz a zistrujoù a vez kaset gant un Tsunami, dreist-holl ma ‘z eo ur bro paour ha ma ne vez ket boaz an dud gant seurt kudennoù.
  • Goude ar tsunami e c’heller ivez kaout kudennoù bras :
    • Klenvedoù,
    • Saotret eo an dour propr,
    • Mankout a ra boued,
    • An dud n’o deus ket mui tiez,
    • Kollet pinvidigezhioù an dud…

Bevañ gant riskl un tsunami

kemmañ

E Hawai eo savet an tiez a zo e kichen ar mor war bilochoù evit derc’hel ouzh ar tsunamioù. El lec’hioù ma c’hell c’hoarvezout un Tsunami e vez desket d’an dud an traoù a bouezh d’ober evit skampañ kuit, evit en em wareziñ… Lakaet e vez panelioù evit sikour an dud da gemer an hent mat da vont er goudor ma ‘z eus un tsunami… Labourat a ra ar skiantourien, ar gouarnamantoù hag ar strolegezhioù lec’hel evit aozañ ur rouedad da zetektiñ un tsunami o erruout, a-benn kelaouiñ ar bobl.

Ma ‘z eus un tsunami o erruout e rank an dud mont en uhelder evit tremen e-biou ar wagenn (war toenn un ti, ur wezenn, un dorgenn…). An divezhatañ tra d’ober eo en em stagañ ouzh un objed o flotiñ er mor.

80% eus ar tsunamioù a c’hoarvez er Meurvor Habask. N’eus nemet Tsunami ar 24 a viz kerzu 2004 a n’eo ket erruet er Meurvor Habask.

Ur Megatsunami

kemmañ

Ur megatsunami a zo un tsunami gant gwagennoù uheloc’h eget 100 metrad a uhelder. Ur megatsunami a c’hell goloiñ gant dour ur c’hevandir a bez. Ne c’hell ket ur seism krouiñ ur megatsunami, ne c’hellfe nemet ur meteorit braz-kenañ o kouezañ er mor pe ur menez a bez o kouezañ er mor krouiñ ur megatsunami.

  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける