Kastellin
kumun Penn-ar-Bed
Kastellin | ||
---|---|---|
![]() Pont Kastellin dreist d'ar Stêr-Aon. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Châteaulin | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed (isprefeti) | |
Arondisamant | Kastellin (pennlec'h) | |
Kanton | Kastellin (betek 2015) Kraozon (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29026 | |
Kod post | 29150 | |
Maer Amzer gefridi | Gaëlle Nicolas 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Pleiben-Kastellin-Porzhe | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 5 156 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 248 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 85 m bihanañ 2 m — brasañ 206 m | |
Gorread | 20,81 km² | |
kemmañ ![]() |
Kastellin a zo ur gumun eus Breizh e departamant Penn-ar-Bed. Emañ Kastellin war lez ar stêr Aon e penn kentañ an aber, hanter-hent etre Brest ha Kemper. Pennlec'h arondisamant Kastellin eo, met n'eo ket pennlec'h kanton ken abaoe 2014.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
- Bernard Tanguy ː Castrum Castellin, XIvet; Castrum Lini, 1217, 1240, 1262; Chasteaulin, 1305
- Erwan Vallerie ː Castellin, Montaneum qui vocatur Nin, XIvet; Castellinum ?, 1038; Castrolini, 1217, 1223; Chasteaulin du Fou, 1460, 1466; Castrolini, 1516; Chasteaulin, 1536; Castellin, 1636.
Gerdarzh
- Bernard Tanguy ː diwar brezhoneg kozh nin = barr, lein, beg, hirie nein, aet da lin dre enteuzadur.
ArdamezioùAozañ
En glazur e gastell en argant, gwiblennet en aour, eilet ouzh beg gant un eog treustellet ivez en argant.[2] |
Lakaet da dalvezout adalek 1878.
Enrollet gant an Departamant ar 24 Mae 1977
IstorAozañ
Kastellin en em gav e-kichen ur roudour hag e oa ur c'hroashent hentoù roman ː eus Karaez da Douarnenez ha Kameled war un tu, ha Kemper da Landerne war an tu all[3].
Ar c'hastell e zo bet savet e-kerzh an Xvet kantved gant Budig, kont Kernev, lesanvet Castellin.
XVIIvet kantvedAozañ
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel e miz C'hwevrer 1676 ouzh pevar den eus Kastellin, an hini a voe prouet en doa gloazet ar Markiz de la Coste, ar vreudeur Allain ha Jean Quintin ha Charles Lescac, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[4].
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Le Coz e anv, Le Bourc'his, kure, ha Beauguion, gouarnour an ospital[5].
XIXvet kantvedAozañ
- 1864: Degouezhout a ra hent-houarn e Kastellin.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 219 gwaz eus ar gumun, d.le. 4,64% eus ar boblañs e 1911,[6] a gollas o buhez abalamour d'ar brezel.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

BrezhonegAozañ
- Ar Brezoneg er Skol, 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[8].
- E Kastellin e oa chomlec'h ar Skol dre Lizer, aozet gant Visant Seite.
- Ur skol Diwan zo e Kastellin abaoe 2007.
- E distro-skol 2022 e oa 26 skoliad enskrivet er skol Diwan (5,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).[http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm]
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz Sant-Iduned ː savet e 1868-69 diwar tresadennoù an arkitektour Joseph Bigot;
- Chapel Itron-Varia ː chapel ar c'hastell, bet savet e -kerzh fin an XIIIvet kantved, hag adkempennet e XVvet, XVIvet, XVIIvet, XVIIIvet .
- Chapel Sant-Komparz, bet adsavet war a seblant e-kerzh XVIIIvet kantved (enskrivadur = Vː CARO; F. B. 1701)
- Chapel skol Sant-Loeiz, eus dibenn XIXvet kantved.
- Chapel Sant-Yann-Badezhour, e Kerian; chapel eus Ospitalerien ar Fouilhez; bet diskaret. Ar feunteun a zo bet dispennet war dro 1950.
Iliz katolik Sant-Iduned
Plakenn da Jean Moulin
- Monumant ar re varv, luc'hskeudenn[9].
SportAozañ
Marc'hhouarnerezhAozañ
- Tro Bro-C'hall e Kastellin
- 3 a viz Gouere 1958 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall e Kastellin (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Charly Gaul (Luksembourg).
- 26 a viz Mezheven 1965 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall e Kastellin (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Raymond Poulidor.
- 11 a viz Gouere 1982 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Konk-Kerne ha Kastellin ; trec'h eo Frank Hoste (Belgia).
TudAozañ
Tud ganet enoAozañ
Tud marvet enoAozañ
- 1898 : An aotrou Kere, beleg ha skrivagner brezhonek
- 2015 : Guy Étienne, mezeg, skrivagner ha yezhoniour brezhonek
Tud liammet gant ar gumunAozañ
- Jean Moulin, politikour gall, haroz an harzerezh e-pad an Eil Brezel Bed, isprefed Arondisamant Kastellin adalek 1930 betek 1932
- Guy Étienne, mezeg, skrivagner ha yezhoniour brezhonek, en deus kaset ar braz eus e vuhez eno
Ardamezeg ar familhoùAozañ
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- René Couffon & Alfred Le Bars ː Diocèse de Quimper et de Léon. Nouveau répertoire des églises et chapelles. Association Diocésaine de Quimper. 1988
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
NotennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Hervez Froger ha Pressensé, ardamezioù irie a zo "pavillonné d'herminais", da lavarout sparrarouezioù en aour gant brizhennoù erminig en sabel, e lec'h gwiblennoù en aour.
- ↑ Bernard Tanguy, p. 50
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 43
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Memorial Genweb