Kazetenn
Ur gazetenn zo un embannadenn, da lavaret eo ur strobad follennoù moullet, embannet ingal, bemdez (pemdezieg) pe bep sizhun (sizhunieg) peurvuiañ. Reiñ a ra keleier d’al lennerien diwar-benn ar pezh a zo nevez-c’hoarvezet hag embann a ra soñjoù diwar-benn an traoù-se. Kemennoù bruderezh a gaver enno ivez. Kavet e vez kazetennoù da brenañ e stalioù a-ratozh. Gallout a reer resev kazetennoù er gêr ivez, gant ma paeer ur c’houmanant evit se.
Danvez a bep seurt a gaver er c’hazetennoù. Keleier eus ar politikerezh, an armerzh, ar sport, an torfedoù hag an darvoudoù a bep seurt. Diaweladoù amzer a gaver ivez, koulz ha pennadoù diwar-benn ar sevenadur. E-kichen ar pennadoù-skrid e kaver alies luc’hskeudennoù ha tresadennoù d’o skeudennaouiñ. Pennadoù zo, ma lenner soñjoù tud ar gazetenn, e stumm ar pezh zo anvet pennadoù-stur. Lizheroù kaset gant al lennerien a c’hall bezañ embannet ivez, da zisplegañ o soñj war pennadoù bet embannet diagent.
Ment
kemmañMoullet e vez an darn vrasañ eus ar c’hazetennoù a vez embannet bremañ e hini pe hini eus ar mentoù-mañ:
- Ment vras (600mm x 380mm), evel The Wall Street Journal, L’Équipe. Nebeutoc’h e vez implijet ar vent-se bremañ : kelaouennoù hag a veze moullet evel-se gwechall (Le Figaro, The Guardian...) a vez moullet er vent Berliner bremañ.
- Tabloid (380mm x 300mm), an hanter vihanoc’h. Ar vent-se a weler muioc’h (Daily Express, The Sun pe The Times e Bro-Saoz, Le Télégramme e Breizh, 20 minutes pe Libération e Bro-C'hall, da skouer).
- Berliner (470mm x 315mm). Ar vent-se a vez implijet kalz bremañ : gant Le Monde e Bro-C'hall, La Stampa en Italia, El País e Spagn pe The Guardian e Breizh-Veur.
Titloù
kemmañA bep seurt anvioù a vez roet d’ar c’hazetennoù ha cheñch a reont hervez ar vro hag ar yezh. Un toullad gerioù avat a vez kavet ingal en titloù-se.
- Amzer: The Times, The Irish Times, The Times of India, Zìyóu Shíbào, De Tijd, The Age, Die Zeit, El Tiempo (Kolombia), Le Temps, An Amzer (kazetennig vrezhonek aet da get)
- Arseller: The Observer, Le Nouvel Observateur
- Bed: Y Byd, Le Monde, Die Welt, El Mundo (Spagn)
- Deiz: L'Orient-Le Jour, El Día (Arc'hantina), Dagens Nyheter
- Bro pe broad: El País, Ar Vro, La Nación, El Watan
- Frankiz: Hürriyet, La Liberté du Morbihan, Liberté (Aljeria)
- Gwask: La Presse, La Stampa, Presse-Océan
- Heklev: Liverpool Echo, Les Échos, Hekleo (raktres kazetenn vrezhonek)
- Heol: The Sun, Die Son, Le Soleil
- Kazetenn: The Wall Street Journal, die tageszeitung, Süddeutsche Zeitung, Il Giornale, Le Journal du Dimanche, Asahi Shimbun
- Keleier: Běijīng Wǎnbào, Het Laatste Nieuws, Dagens Nyheter
- Pellskrid: The Daily Telegraph, De Telegraaf, Le Télégramme
- Pemdezieg: Svenska Dagbladet, Algemeen Dagblad, Egunkaria
- Pobl: The People, Il Popolo, de Volkskrant, Ar Bobl
- Republik: Cumhuriyet , La Repubblica, An Phoblacht
- Steredenn: Seren Gomer, Daily Star, Morning Star
En anvioù zo e veneger pegen alies e teu ar gazetenn er-maez, evel Daily Express Rénmín Rìbào (pemdezieg ar bobl), pe La Setmana. E titloù zo e veneger daoust ha dont a ra ar gazetenn er-maez diouzh ar mintin pe e fin an devezh, evel De Morgen, Le Soir pe Maariv. Alies e veneger pelec’h e vez embannet ar gazetenn, gant un anv-lec’h (Frankfurter Allgemeine Zeitung, The Jerusalem Post), un anv bro pe rannvro (Israel HaYom, Le Journal du Pays Basque) pe c’hoazh anv unan eus ar pevar avel (Ouest-France, Western Mail).
Liammoù diavaez
kemmañ