Algemeen Dagblad
Algemeen Dagblad (nederlandeg a dalvez pemdezieg hollek, alies berraet en AD) a zo ur pemdezieg izelvroat bet krouet e Rotterdam e 1946. 404 461 skouerenn a veze gwerzhet bemdez e 2009[1]. E Marten Meesweg 35, 3068 AV e Rotterdam emañ sez ar gazetenn, ha perc'hennet eo gant AD NieuwsMedia, un embregerezh embann boutin da Wegener ha da PCM Uitgevers. E miz Gwengolo 2005 e voe kendeuzet AG gant meur a gazetenn rannvroel az eas da netra. Hiziv an deiz e kaver er rannvrioù pe kêrioù-se stagadennoù rannvroel en AG. Div anezho : AD Haagsche Courant (rannvro Den Haag) hag AD Rotterdams Dagblad (rannvro Rotterdam) a vez embannet div wech bedmez, diouzh ar mintin ha diouzh an noz.
- Rotterdams Dagblad -> AD Rotterdams Dagblad
- Goudsche Courant -> AD Groene Hart
- Rijn & Gouwe -> AD Groene Hart
- Haagsche Courant -> AD Haagsche Courant
- Utrechts Nieuwsblad -> AD Utrechts Nieuwsblad
- Amersfoortsche Courant -> AD Amersfoortsche Courant
- De Dordtenaar -> AD De Dordtenaar
- Dagblad Rivierenland -> AD Rivierenland
Notenn
kemmañ- ↑ Opvraagmodule, op de website van HOI, 20 a viz Kerzu 2009
Liamm diavaez
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |