Süddeutsche Zeitung

Süddeutsche Zeitung (SZ) a zo ur gazetenn bemdeziek alaman bet krouet e München e 1945. Unan eus an teir c'hazetenn alaman bouezusañ eo (an div all o vezañ Frankfurter Allgemeine Zeitung ha Die Welt). A-fet linenn stur e lavarer ez eo ur gazetenn frankizour ha tost eus an tu-kleiz. Gwelet e vez evel ur gazetenn distag diouzh ar strolladoù politikel ha digor war ar bed. Un embannadur bavarian (keleier lec'hel) a zo hag unan broadel ivez, ennañ peder lodenn : politikerezh, sevenadur, armerzh ha sportoù. 448 411 skouerenn a vez gwerzhet bemdez (sifroù 2008).

Pajenn gentañ ar Süddeutsche Zeitung, d'an 20 a viz Mae 2009

Linenn stur

kemmañ

Daoust d'hec'h anv ez eo Süddeutsche Zeitung (SZ) ur gazetenn a dalvoudegezh vroadel en Alamagn, ha en diavaez. Dre ma'z eo kentoc'h eus an tu-kleiz e vez gwelet evel enebour nemetañ (hervez lod) galloud CSU e Bavaria.

D'ar 6 a viz Here 1945 e voe Süddeutsche Zeitung a gazetenn gentañ aotreet gan an arme amerikan. Dindan renerezh August Schwingenstein, Edmund Goldschagg ha Franz Josef Schöningh e voe embannet an niverenn gentaén en deiz-se. Ouzh ar bajenn gentañ e c'haller lenn :

Zum ersten Male seit dem Zusammenbruch der braunen Schreckenherrschaft erscheint in München eine von Deutschen geleitete Zeitung. Sie ist von den politischen Notwendigkeiten der Gegenwart begrenzt, aber durch keine Zensur gefesselt, durch keinen Gewissenszwang geknebelt. Die « Süddeutsche Zeitung » ist nicht das Organ einer Regierung oder einer bestimten Partei, sondern ein Sprachrohr für alle Deutschen, die einig sind in der Liebe zur Freiheit, im Haß gegen den totalen Staat, im Abscheu gegen alles, was nationalsozialistisch ist.

Soit :

Evit ar wech kentañ abaoe m'eo bet diskaret ar gouarnamant gell ha spontus, e vez embannet ur gazetenn renet gant alamaned e München. Harzoù a zo abalamour d'an degouezh politikel, met n'eus tamm kontrollerezh na redi ebet warnomp. N'eo ket « Süddeutsche Zeitung » kazetenn ur gouarnamant pe ur strolald politikel bennak, n'eo nemet un uhelgomzer evit an holl alamaned a zo stag ouzh ar frankiz, hag o deus kas ouzh ar stad hollveliek hag ouzhkement tra nazi a zo.

Amañ e c'haller lenn ar bajenn-se : [1]. E 2000 e voe diaesterioù armerezhel, goude-se eo bet kreñvaet ar gazetenn, degemeret ez eus bet kevranneien nevez. Er memes bloavezh e savas reuz ivez abalamour da atersadennoù bet kemmet a-raok bezañ embannet e-barzh SZ-Magazin.

Liessaat

kemmañ

E-pad an nevez-amzer 2004 eo bet krouet Süddeutsche Bibliothek : bep sizhun, e vez adembannet unan eus 50 danevell vrudetañ lennegezh an XXvet kantved. Berzh a reas an dra-se, neuze e voe krouet Klavier Kaiser e miz Here 2004 : un dastumade pladennoù warno sonerezh piano eo. E miz Kerzu 2004 e voe krouet SZ Wissen, ur gazetenn diwar-benn ar skiantoù. E miz Meurzh 2005 eo bet krouet SZ-Cinemathek, un dastumad DVDoù eo. Abaoe m'eo bet krouet an holl draoù-se ez eo gwelloc'h ar gazetenn a-fet armerzh.

Liammoù diavaez

kemmañ