Die Welt
Die Welt a zo ur gazetenn bemdeziek alaman bet krouet d'an 2 a viz Ebrel 1946 e Hamburg gant an arme vreizhveuriat, evit lakaat embann ur gazetenn war batrom The Times. Hiziv an deiz emañ burevioù ar gazetenn e Berlin, aambles gant re Berliner Morgenpost. Unan eus an teir c'hazetenn alaman bemdeziek bouezusañ (an div all o vezañ Süddeutsche Zeitung ha Frankfurter Allgemeine Zeitung) eo ivez. Perc'hennet eo gant Axel Springer AG. Da Sul e vez embannet ivez, dindan an titl Welt am Sonntag (krouet e 1948). Skignet e vez e ouzhpenn 130 bro, ha 278 141 skouerenn a vez gwerzhet bemdez (sifroù 2008). Embannadurioù lec'hel a vez e Berlin, Hamburg, e Bavaria (abaoe 2002) hag e Bremen.
Linenn stur
kemmañUr gazetenn tost eus ar virourien eo. Stank-kenañ eo ar c'heleier enni, hag ur stumm skañv anvet Welt kompakt, ennañ 32 bajenn, a zo bet krouet d'ar 24 a viz Mae 2004. Unan eus krouerien European Dailies Alliance (EDA) eo Die Welt. Pal an emglev-se eo lakaat kazetennerien meur a gelaouenn da genlabourat. Kenlabour a vez neuze gant skipailh The Daily Telegraph (Rouantelezh-Unanet), hini Le Figaro (Frañs) ha hini ABC (Spagn).