Le Figaro
Le Figaro zo ur gazetenn c'hallek savet e Pariz e 1826, e-pad ren ar roue gall Charlez X. Bez eo neuze ar gazetenn goshañ o vezañ embannet e Bro-C'hall hiziv-an-deiz c'hoazh. Bet eo bet anvet diwar tudenn Beaumarchais, Figaro. Lakaet e vez war-raok unan eus frazennoù brudet an dudenn :
Deiziad krouiñ | 15 Gen 1826 |
---|---|
Titl | Le Figaro, Figaro |
Stad | Frañs |
Ideologiezh politikel | Mirouriezh |
Perc'hennet gant | François Coty, Robert Hersant, Dassault Group |
Sez sokial | 9th arrondissement of Paris |
Danvez pennañ | titour |
Raklec'hiet gant | Le Gaulois |
Embanner | Alexis Brézet |
Ti-embann | Société du Figaro |
Lec'h embann | Pariz |
Bro orin | Frañs |
Yezh an oberenn pe an anv | galleg |
Deiziad kregiñ | 15 Gen 1826 |
Stumm ar gazetenn | Berliner |
Lec'hienn ofisiel | https://www.lefigaro.fr/ |
Source of income | subscription business model, Bruderezh, subsidy, Q2827825 |
Editor-in-chief | Marc Feuillée |
« Sans la liberté de blâmer, il n'est point d'éloge flatteur. »
Eus an tu dehoù ez eo: gaullour, frankizour ha mirour, darn eus al luskadoù a-zehoù a lenn ar gazetenn pe a zo tost ouzh ar gazetenn.
Ar Figaro a zo perc'hennet gant ar senedour ha patron Serge Dassault etre 2004 ha 2018 dre an embregerezh Société du Figaro ha Dassault media ; e 2023 eo perc'hennet gant ar familh Dassault dre ar Strollad Dassault[1]. Evel darn ar c'hazetennoù e Bro-C'hall ez eo dre yalc'hadoù a-berzh ar Stad.
Ger-stur
kemmañ« Sans la liberté de blâmer, il n'est point d'éloge flatteur. »
— Beaumarchais, Le Mariage de Figaro
Figaro a zo un dudennn krouet gant Beaumarchais, haroz al levrioù Le Barbier de Séville, Le Mariage de Figaro ha La Mère coupable.
Logoioù disheñvel ar gazetenn
kemmañ-
Kentañ logo ar Figaro.
-
Logo implijet evit ar bajenn gentañ er bloavezhioù 1920 (lizherenn F treuzet gant ur blumenn).
-
Logo abaoe Gwengolo 2009.
- ↑ Lec'hienn web Strollad Dassault : https://web.archive.org/web/20230110121415/https://www.dassault.fr/filiales/le-figaro