Cumhuriyet
Cumhuriyet (Ar Republik e turkeg) zo ur gazetenn bemdeziek eus Turkia, krouet d'ar 7 a viz Mae 1924 gant Yunus Nadi. Sevel a ra a-du gant mennozhioù Mustafa Kemal Atatürk, ha sellet a reer outi evel ur gazetenn sirius e Turkia.
Tost eo ar gazetenn da vennozhioù ar strollad CHP, ar strollad republikan diazezet gant Atatürk hag e aduidi. Difenn a ra ar gwirioù sokial hag hêrezh laik diazezerien Republik Turkia, hag abeg a gav e politikerezh gouarnamant Recep Tayyip Erdoğan.
Er gazetenn Cumhuriyet e kaver un doare yezh anvet öztürkçe, ur seurt turkeg gant e-leizh a c'herioù nevez savet diwar gwriziennoù turkek, tra ma kaver amprestoù arabek pe saoznek e kazetennoù all.