De Volkskrant
de Volkskrant ("kazetenn ar bobl" e nederlandeg) a zo ur pemdezieg izelvroat embannet diouzh ar mintin. Ment un tabloid a zo dezhañ abaoe an 29 a viz Meurzh 2010.
Istor
kemmañE 1919 e voe krouet De Volkskrant . D'an 2 a viz Here 1919 e voe embannet an niverenn gentañ hag adalek 1921 e teuas da vezañ pemdeziek. Pa voe krouet e oa stag ouzh Strollad ar gristenien. Pa voe adsavet e 1945 e voe dilojet burevioù ar gazetenn eus Den Bosch da Amsterdam[1]. Er bloavezhioù 1960 e teuas da vezañ ur gazetenn eus an tu-kleiz, a-raok kemmañ en-dro er bloavezhioù 1980[2].
Gwerzh
kemmañE 2002 e veze gwerzhet 326 000 skouerenn anezhañ bemdez, ha 263 845 skouerenn e 2008[3]. War zigresk ez a ar gwerzhañ bepred, an trede kazetenn bemdeziek gwerzhet ar muiañ en Izelvroioù eo c'hoazh, goude De Telegraaf hag Algemeen Dagblad.
Perc'hennañ
kemmañDe Volkskrant a oa perc'hennet gant PCM Uitgevers N.V., un embanner hag a zo perc'henn war NRC Handelsblad, Algemeen Dagblad ha Trouw ivez. Betek ar 1añ a viz Genver 2003 e oa perc'hennet Het Parool gant PCM Uitgevers ivez.
E 2009 e voe adprenet PCM Uitgevers gant De Persgroep N.V., un embregerezh embann belgiat.
Kazetennerien brudet
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Sommer, Martin Zelfbewust op zoek, de Volkskrant, 23 a viz Eost 2006
- ↑ Sommer, Martin Zelfbewust op zoek, de Volkskrant, 23 a viz Eost 2006
"Hoogtepunt en tevens laatste oprisping van het linkse levensgevoel was de beruchte Koninginnedagkrant van 1 mei 1980. [..] De rellen kwamen er en de Volkskrant solidariseerde zich met het oproer. [..] Zo bleef de Volkskrant de progressiviteit trouw, zij het langzamerhand steeds meer in homeopathische verdunning." - ↑ Oplagen Dagbladen
Liamm diavaez
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |