La Repubblica (ar Republik en italianeg) zo unan eus brudetañ kazetennoù pemdeziek Italia. Embannet e vez gant ar stroll Gruppo editoriale L’Espresso. Bez' eo an eil kazetenn gwerzhet ar muiañ en Italia, goude Corriere della Sera.

Savet e oa bet e 1976 e Roma ha deuet e oa an niverenn gentañ er-maez d'ar 14 a viz Genver 1976. Ur gazetenn eus an tu-kreiz-kleiz eo. Skignet e veze 636 577 skouerenn bemdez, well-wazh, e 2005. Meur a embannadur rannvroel zo, e Roma, Milano, Torino, Bologna, Genova, Firenze, Naplez, Palermo, Parma ha Bari. Visto che del pd Kenlabourat a ra La Repubblica gant kazetennoù pemdeziek eus broioù all en Europa en aozadur Leading European Newspaper Alliance (LENA), ennañ Die Welt eus Alamagn, El País eus Spagn, Le Figaro eus Bro-C'hall, Le Soir eus Belgia, Tages-Anzeiger ha Tribune de Genève eus Suis.

Liamm diavaez

kemmañ