The Times of India

kazetenn

The Times of India (TOI) zo unan eus kazetennoù saoznek India[1]. An trede kazetenn vrasañ eo en India, a-fet niver a skouerennoù embannet,[2] hag ar gazetenn saoznek vrasañ er bed a-bezh, gant ouzhpenn 3 milion a skouerennoù embannet bemdez ha kalz muioc'h a lennerien.

Savadurioù The Times of India e Mumbai.

Kazetenn saoznek koshañ India eo ivez[3]. Savet e oa bet d’an 3 a viz Du 1838, gant an anv The Bombay Times and Journal of Commerce, evit ar Saozon a oa o vevañ e kornaoueg Indez. Da gentañ ne veze embannet nemet div wech ar sizhun, da Verc’her ha da Sadorn. Keleier eus Europa, eus Norzhamerika hag eus Indez a oa enni. Adalek 1850 e voe embannet bemdez hag e 1861 he doa kemeret an anv a zo ganti bremañ.

Embannet e vez en eizh kêr en India, gant ar stroll The Times Group (Bennett, Coleman & Co Ldt), un embregerezh perc’hennet gant ar familh Sahu Jain. Bez’ eo ar stroll brasañ e bed mediaoù India. Gantañ e vez embannet kazetennoù all ivez The Economic Times, ar Mumbai Mirror, an Navbharat Times (en hindeg) hag ar Maharashtra Times (e marateg) ; meur a chadenn skinwel zo gantañ ivez.

Notennoù ha daveoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.