La Liberté du Morbihan

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

La Liberté du Morbihan a oa ur pemdezieg gallek zo bet er Mor-Bihan en hanterenn ziwezhañ an XXvet kantved e Gwened hag en Oriant a c'houdevezh. Dont a rae er-maez d'ar pardaezh da gentañ hag d'ar mintin erfin . Embannet e voe adal ar 5 a viz Eost 1944 betek 28 a viz Here 1995.

Anv ar gazetenn, ganet d'an 18 a viz Eost 1944, a oa Le Morbihan Libéré da gentañ, anezhi kazetenn ar Rezistañs a oa bet embannet he niverenn gentañ d'ar 5 a viz Eost, bout ma oa merket ar 6 warni. Aotreet e voe an embannadur d'an 18 a viz Eost da c'houde gant prefed ar Morbihan nevez anvet hag ebarzhet madoù an Nouvelliste du Morbihand'an embregerezh gwask nevez, pa voe bet kenkizet ar gelaouenn gozh evit bezañ bet chomet oberiant ha bezañ kenlabourer ar c'houzalc'herien alaman.
Kentañ rener e voe Jean Le Duigou ha ne badass ket en e blas a-raok da zont da vezañ kelaouenner en-dro. Krouet e voe ar c'hevredad dre gevrannoù e miz Here 1944. Dezhañ e voe ur reneriezh aozet gant tudelezhioù dibabet diwar o liammoù gant ar Rezistañs. Teir gevrann warn'ugent a yae d'ober kevala o sammañ 11 500 lur gall :

E miz Meurzh 1951 e eas sez ar gelaouenn da vezañ staliet en Oriant.

Hervez ar gazetenn Libération[1] e voe tennet war-dro 18 000 skouerenn en e varr ingal ha 7 000 er bloavezhioù diwezhañ nemetken. Niverenn diwezhañ La Liberté du Morbihan a zeuas er-maez d'an 28 a viz Here 1995.

Brezhoneg

kemmañ

Pennadoù brezhoneg a veze enni bep sizhun, savet da gentañ gant Job Jaffre ha Pier ar Saoz, ha gant Daniel an Doujet goude.

Gwelet ivez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Libération, 31 a viz Here 1995.