Kelenn (kreizenn stummañ)

Kelenn zo ur skol da stummañ skolaerien, kelennerien ha implijerien ar c'helenn e-barzh Diwan.

Krouet eo bet e 1997 evit kas war-raok ar stummadurioù a oa kaset war-eeun gant Diwan betek ar bloavezh-se. E 2013 eo renet gant Eliane Kerjoant. Pal ofisiel ar greizenn zo ""Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek"

ISLRFAozañ

Kemer a ra perzh Kelenn en ur rouedad kreizennoù stummañ liammet gant skolioù kevredigezhel ar yezhoù all (okitaneg, katalaneg, elzaseg, euskareg) holl divyezhek dre soubidigezh. Ul lec'hienn eus an ISLRF (pe Institut Supérieur des Langues de la République Française) eo.

IstorAozañ

Digoret e voe ar greizenn e Gwengolo 1997 e-barzh kreizenn skol-veur dizamkan Kemper gant 15 studier enni. Embann a reas ar renerez gentañ, Josette Gwegen, [1]. Galvet e voe tud arbennigourien war an hentenn Freinet, ar gorollouriezh (evit kelenn ar bredloc'hadezh), war ar sinema hag war arbennigiezhoù all.
Pa voe treuzlec'hiet Skolaj Diwan Jakez Riou e voe staliet en ur skol publik gozh, 3 Straed Vañde, e Kemper, asamblez gant eil skol Diwan Kemper. Miret e voe ur sal diskouezadegoù evit kaosevel ul liamm gant buhez an arzoù.
Pa voe bet ar magourioù brezhonek war greskaat e voe ouzhpennet ur stummadur evit ober war-dro ar bugaligoù, he fal "stummañ tud d'ar brezhoneg ar muioc'h ma c'heller ken e vint gouest d'e implij pa vo dezho da labourat tost d'ar babigoù ".

StummañAozañ

Kinnig a ra stummadurioù pe e vefe evit kelenn er skolioù, er skolajoù, el lise, pe c'hoazh evit ober ur vicher all liammet gant ar c'helenn (skoazelle(ez), animatour(ez) eil derez...), implijerien(ezed) er magourioù.


Liammoù diavaezAozañ

  1. Jean-Charles Pérazzi, Diwan, vingt-ans d'enthousisame, de doutes et d'espoir, p.79.