Skolaj Diwan Kemper

Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Skolaj Diwan Kemper pe Skolaj Diwan Jakez Riou a voe eil skolj kentañ derez digoret gant Diwan, e 1997, e kloerdi kozh Kerfeunteun evel un adskolaj da skolaj Roparz Hemon, er Releg-Kerhuon). Treuzlec'hiet e voe da [Penharz|[Benharz]] (Kemper) a-c'houdevezh e 2004.

Arouez ar skolaj
Skolaj Diwan Jakez Riou

IstorAozañ

Savet e voe e 1994 ur gevredigezh anvet "Evit skolaj Kemper" evit klask reiñ ul lec'h dereat da skolajidi Diwan o chom etre Naoned ha Kemper, pa vanke plas e Skolaj Diwan Penn-ar-Bed. Aotreet e voe gant ar Stad evel un adskolaj da hemañ diwezhañ.
Ur pikol savadur eo ar c'hloerdi kozh ha ne glote ket gant ezhommoù ar skolaj, daoust dezhañ da bourveziñ kouskvaoù e-leizh. Diabarzhiat hogos an holl skolajidi e voe, zoken ar Gemperidi. Yann-Fañch Jacq a yeas da vezañ ar rener kentañ. Digoret e voe ar c'hwevret hag ar pempet klas er bloavezh kentañ hag ar pevare hag an trede da-heul.

E distro-skol 1999 e voe anvet Padrig an Habask da rener. Digoret e voe Skolaj Gwened evit degemer skolidi Bro-Gwened ha Bro-Naoned. E distro-skol 2004 e tilojas ar skolaj war-zu Penharz, e savadurioù skol gozh Louis Hémon, e karter Kervoazan, asambles gant eil skol Diwan Kemper ha kreizenn-stummañ Diwan, Kelenn, hec'h anv. E-pad an daou vloavezh da-heul, ti-annez an diabarzhidi a voe e kreizenn vakañsoù Berry-Tudy en Enez-Tudi ha war-lerc’h e voe kaset da Gambr Micherioù Penn-ar-Bed, e karter Kuzon, e Kemper evit daou vloaz all. Met, pa voe kambreier Kuzon da vezañ adnevezet e tleas an ti-annez bezañ kavet e kreizenn Kerheol an ULAMIR e bourc’h Plogastell-Sant-Jermen adalek an distro-skol 2008. E 2019 e tistras an diabarzhidi en Enez-Tudi. En enor da skrivagner Lotei, anvet eo voe “Skolaj Diwan Jakez Riou” e 2005 ha e teuas distag diouzh skolaj ar Releg-Kerhuon da-heul. Da isrenerez ez eas Fanny Chauffin, hag hi kelennerez war ar galleg.

Mont en-droAozañ

8 klasad zo er skolaj, tro-dro 190 skolajiad (2017). Dibaoe miz Gwengolo 2016 eo rener Erwan ar Berr.


Gwengolo 2012: Ti ragaozet ar porzh, e stad fall pelloc'h, zo bet savet un ti greantel en e lec'h.

 
Porzh ar skolaj


Liammoù diavaezAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ