Kerfeunteun
kumun Penn-ar-Bed
Kerfeunteun a oa ur gumun eus Breizh e Penn-ar-Bed. Ul lodenn eus Kemper eo bremañ.
Istor
kemmañ- Ur barrez eus eskopti Kemper e oa Kerfeunteun (skrivet "Querfeunteun" e geriadur Ogée) gant trev Kuzon enni, er reter[1]. Kuzon a voe kevatal he gorread ken e tizhe e harzoù Kernilis ha Kroaz ar Gardian. Kalz a vanerioù aparcjhant da dudjentiled Kemper a voe strewet e maezioù an div barrez (Kervaner, Koad Bili, Park Poullig, Krec'h al Lann hag all).
- Krouet e voe kumun Kerfeunteun e 1790 ha staget e drev ganti.
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Correoc, kure[2].
- Mervel a reas 128 gwaz eus ar gumun, eleze 4,33% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[3].
- Fuzuilhet e voe ur soudard bet ganet er gumun gant al lu gall d'ar 5 a viz Mezheven 1916.
- Mervel a reas 35 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
Stagidigezh
kemmañ- Staget e voe kumun Kerfeunteun ouzh kumun Kemper e 1960, pa voe krouet Kemper vras dre vodañ kumun gozh Kemper gant kumunioù tro-war-dro: Kerfeunteun, an Erge-Vihan ha Penharz.
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañBrezhoneg
kemmañAr Brezoneg er Skol
kemmañ- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[5].
Armerzh
kemmañDouaroniezh
kemmañEmdroadur ar boblañs
kemmañMelestradurezh
kemmañTud
kemmañ- Yves Marie Audrein, eskob, bet lazhet er gumun e 1800.
- Jean-Marie Déguignet, bet embannet e eñvorennoù gant An Here, a oa bet o labourat eno evel mevel e ti-feur Kermahonnet, , hag eñ krennard.
- François Marie Hénaff, ganet e Kerfeunteun d'an 31 a viz Eost 1886, soudard er 64vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'ar 5 a viz Mezheven 1916 e Sainte-Menehould (Bro-C'hall) evit «ravolt» e-pad ar Brezel-bed kentañ[6].
- Frédéric Le Guyader (-1923), skrivagner gallek, a voe o chom di hag e weler e vez er vered
- Yann-Kel Kernalegenn, brogarour breizhat, douaret er vered.
Ardamezeg ar familhoù
kemmañLe Saulx
Aotrounez al Loc'h ha Kerloc'h |
En glazur e groaz dantelezek en aour | |
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ hervez Erwan Vallerie, Communes bretonnes et paroisses d'Armorique
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 51
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Mémoire des hommes