Penharz
kumun Penn-ar-Bed
Pennharz a oa ur gumun e Breizh, e Penn-ar-Bed. Ul lodenn eus Kemper eo bremañ.
Penarth, Penhart e oa stummoù kozh an anv.
DouaroniezhAozañ
IstorAozañ
KrennamzerAozañ
Gwechall-gozh e oa Penharz ul lodenn eus parrez Ploneiz en eskopti Kerne[1]. War-dro an XIIvet kantved e oa deuet da vezañ ur barrez distag diouzh Ploneiz.
Dispac'h GallAozañ
- Krouet e voe kumun Penharz e 1790.
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Guilleroux, person[2].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 138 gwaz ag ar gumun, da lavaret eo 5,18% ag he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[3].
StagidigezhAozañ
- Staget e voe kumun Penharz ouzh kumun Kemper e 1960, pa voe krouet Kemper vras dre vodañ kumun gozh Kemper gant kumunioù tro-war-dro : Kerfeunteun, an Erge-Vihan ha Penharz.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
TudAozañ
Tud marvet enoAozañ
- 1921 : Jean Roudot, beleg ha skrivagner brezhonek.
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Hervez Erwan Vallerie, Communes bretonnes et paroisses d'Armorique
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 51.
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Luc’hskeudenn