Eskopti Kerne
Eskopti Kerne, anvet eskopti Kemper[1][2] a-wechoù, anvet Dioecesis Corisopitensis e latin, a oa gwechall unan eus nav eskopti istorel an Iliz katolik roman e Breizh. E Kemper e oa e sez, e Bro-Gerne.
Eskopti Kerne Dioecesis Corisopitensis | |
---|---|
Riez | Rouantelezh ha Dugelezh Breizh (VIvet kantved-1532) Rouantelezh Bro-C'hall (1532-1801) |
Lid | Iliz katolik roman |
Beli | Eskopti |
Proviñs a Iliz | Teurgn |
Yezhoù lidel | Latin |
Hervez an hengoun e oa bet diazezet er VIvet kantved gant sant Kaourintin (~460 – ~550)[3], a voe an eskob kentañ e Kemper neuze.
Gant tiriad Bro-Gerne e klote hini an eskopti, war-bouez parrez Magor, a oa un trev eus Koadoud en eskopti Dol.
Er bloaz 1801 e voe kaset eskopti Kemper da get.
Istor
kemmañEr Grennamzer e oa rannet eskopti Kerne etre daou zeandi : hini Kerne ha hini Poc'her[4]. E chabistr an eskopti e oa un arc'hdiagon e penn pep deandi, ur c'hiniad (ur c'haner e penn ul laz) ha trizek chaloni — unan anezho o vezañ teologel, da lavaret eo e oa karget da gelenn ha da brezeg ar relijion ; un teñzorer a oa ivez.
Bihan e oa domani eskopti Kerne e dugelezh Breizh ; an eskob a rene war 25 parrez, war maner Menescop e Ploudiern, war div vereuri, war un nebeud fornioù, meilhoù ha pradeier.
E 1791, bloaz goude embannadur al lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien (12 a viz Gouhere 1790) e voe kemmet an eskoptioù gall evit lakaat o ziriadoù da glotañ ouzh re an departamantoù.
Torret e voe al lezenn-se a-c'houde an emglev bet sinet gant ar pab Pi VII ha Napoleon Iañ d'ar 15 a viz Gouhere 1801 ; adstummet e voe an eskoptioù hag ar parrezioù gant ar Sez Santel, hag anvet an eskibien gant ar C'hentañ Republik c'hall. Un tamm mat eus tiriad an eskopti er reter ac'h eas da eskopti Gwened, da eskopti Sant-Brieg ha da eskopti Treger en eskemm ouzh eskopti Leon hag un tamm eus eskopti Treger. Kemper a droas da sez eskopti Kemper ha Leon.
Roll an eskibien
kemmañ- Adalek ar bloaz 500 betek ar bloaz 800
Notenn : hengounel eo an anvioù stouet, n'o anavezer nemet dre ziellevrioù Kemperle (XIvet kantved) ha Kemper (1363).
|
|
- Adalek ar bloaz 800 betek ar bloaz 1000
|
|
|
- Adalek ar bloaz 1000 betek ar bloaz 1113
- Binidig (Budig pe Benead), 1003-1022
- Orskand, breur Alan Kaniart, 1022-1074
- Binidig, 1074-1113
- Adalek ar bloaz 1113 betek ar bloaz 1218
|
|
|
- Adalek ar bloaz 1218 betek ar bloaz 1320
|
|
- Adalek ar bloaz 1322 betek ar bloaz 1408
|
|
|
- Adalek ar bloaz 1408 betek ar bloaz 1501
|
|
|
- Adalek ar bloaz 1501 betek ar bloaz 1614
|
|
|
- Adalek ar bloaz 1614 betek ar bloaz 1706
- Guillaume le Prestre de Lézonnet, 1614-1640
- René du Louët, 1640-1668
- François de Coëtlogon, 1668-1706
- Adalek ar bloaz 1706 betek ar bloaz 1790
- François-Hyacinthe de Ploeuc, 1707-1739
- Auguste de Facy de Cuilé, 1739-1771
- Emmanuel de Grossoles de Flammarens, 1772-1773
- Toussaint Conen de Saint-Luc, 1773-1790
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Savina, Jean. Le clergé de Cornouaille à la fin de l'Ancien Régime et sa convocation aux États généraux de 1789. Kemper: A. Jaouen, 1926 – Lenn en-linenn. Kavet : 19 Even 24.
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Er ganaouenn Metig, skrivet gant Yann-Vari ar Skourr, ez eus anv eus eskopti Kemper hag eskopti Treger.
- ↑ "Kemper-Kaourintin / Kemper ↳ eskopti Kemper", Devri : Le dictionnaire diachronique du breton
- ↑ (fr) R. P. Dom François Plaine. Vie inédite de saint Corentin – Écrite au IXe siècle, par un anonyme de Quimper. Kemper : Imprimerie A. Jaouen, 1886, p. 11. Kavet : 19 Even 24.
- ↑ Savina, 1928, p. 8.
- ↑ 1321 hervez Kervarker, Barzhaz Breizh (embannadur 1867), An tri manac'h ruz.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |