Yann-Vari ar Skourr
Yann-Vari ar Skourr (Jean-Pierre-Marie Le Scour en ti-kêr) , ganet d'an 2 a viz Meurzh 1811 e Hañveg, ha marvet d'an 19 a viz Eost 1870 e Montroulez, a oa marc'hadour gwin ha barzh brezhonek. Evitañ da vezañ pinvidik e oa brokus da geñver an Iliz katolik hag ar ganerien war an hentoù. Anavezout a reer dreist-holl ar varzhoneg Metig kanet hep skuizhañ gant ar ganerien festoù-noz abaoe an XIXvet kantved. Sinañ a rae I. P. M. ar Skourr, pe Barz Itron Varia Remengol, pe c'hoazh Kloarek Remengol

E vuhez
kemmañE kêriadenn Bodoureg, nepell eus chapel Itron Varia Rumengol, e voe ganet hag ur c'halvez e oa e dad. Gant person ar barrez e voe taolet evezh ouzh e spered lemm, ha kaset e voe da gloerdi [Pontekroaz], ha goude da Gloerdi Bras Kemper ma voe kerniet e 1836 hag anvet da ziagon e 1837 (abostoler, hervez Lukian Raoul). Kuitaat a reas ar vuhez relijiel da vont da urcher da lez-varn Brest e 1841 ha goude da c'hrefier en hini Vontroulez.
Eno e timezas gant Añjelina Taboulineau, merc'h d'ur marc'hadour diedoù pe evajoù e Sant-Martin-war-ar-Maez, e 1844. Kemer a reas penn an embregerezh pa varvas e dad-kaer. Ur pennadurezh bras ha pinvidik e teuas da vezañ, ken e ez eas da brezidant al lez-varn kenwerzh
E oberennoù
kemmañ- Karantez ha glac'har (Amour et chagrin). Montroulez. Moulet gant Lajat, e-tro 1863. 8 p.
- Gwerziou Remengol (Complaintes de Rumengol). Brest : Lefournier, 1867.
- Telenn Remengol (1867) (La Harpe de Rumengol). Brest : Lefournier, 1868. 179 p.
- Telenn Gwengamp (La Harpe de Guingamp). Brest : Piriou, 1869.
- Eun oferenn nevez e Breiz-Izel, Lannuon, 1869.
- Kantik da Intron Varia Remengol. Kantik
- Metik ha Gwenole. War follennoù distag.