Koadoud
kumun Aodoù-an-Arvor
Koadoud | ||
---|---|---|
![]() Iliz katolik Sant Ildud. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Coadout | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Gwengamp (betek 2015) Kallag (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 22040 | |
Kod post | 22970 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Pierre Giuntini[1] 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gwengamp | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 581 ann. (2018)[2] | |
Stankter | 60 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 160 m bihanañ 74 m — brasañ 245 m | |
Gorread | 9,73 km² | |
kemmañ ![]() |
Koadoud a zo ur gumun eus Bro-Dreger e kanton Kallag, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.
DouaroniezhAozañ
Koadoud zo etre lez kleiz an Trev ha ster Koad ar Roc'h. Kumunioù tro-dro : Mousteruz, Gras-Gwengamp, Plouvagor, Sant-Rien, Boulvriag.
AnvAozañ
- Bernard Tanguy : "Coatnoüet ( = Coatvoüet), 1160-1167; Coetuout, 1382; Quoetvout, 1427; Coitbout, 1434; Coetbout, 1477; Coatout, 1481; Coetdout, 1535; Coadoult, 1581".
" ... le toponyme, formé avec le breton koat "bois", présente un second élément qu'il paraît difficile d'assimiler au vieux-breton but, variante de bot "résidence".[3]
- Erwan Vallerie ː Querembeuc alias Coaidouc, XIVvet; Coetuout, 1382; Coitbout, 1442; Coaduot, 1630
- Hervé Abalain : "Coatnouët au XIIè siècle, contient le mot koad = bois; Coitbout en 1434, formé à l'aide de 'bod' = demeure".[4]
IstorAozañ
- Ur barrez eus Eskopti Dol e oa a-raok ar Reveulzi.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 39 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 6,41 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [5].
- Fuzuilhet e voe ur soudard bet ganet er gumun gant al lu gall d'an 13 a viz Meurzh 1915 en Oujda (Maroko).
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas pevar den eus ar gumun abalamour d'ar brezel [6].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Taol-vaen Penpoul ar Hus
Iliz katolik Sant Ildud
- Keraofred
- Kastell Koad ar Roc'h
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

MelestradurezhAozañ
Tud brudetAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- Erwan ar Moal, Dir-na-Dor e anv-pluenn, skrivagner brezhonek, 9 a viz C'hwevrer 1874; oberour Pipi Gonto.
- François Thomas, d'ar 27 a viz Mae 1885, soudard en 11vet strollad ispisial, fuzuilhet d'an 13 a viz Meurzh 1915 en Oujda (Maroko) evit «tagadenn ouzh daou uhelad, dismeg ouzh un uhelad e-pad ar servij, rebellerezh ouzh an arme graet gant ouzhpenn daou zen dizarm»[7].
Tud bet marvet enoAozañ
- Erwan ar Moal, Dir-na-Dor e anv-pluenn, skrivagner brezhonek, 14 a viz C'hwevrer 1957.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
du Bahuno,
aotrounez Bois de la Roche |
En sabel e vleiz tremenant en argant leinet gant ur greskenn ivez en argant | |
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Ouest-France
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
- ↑ Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- ↑ Plakennoù en iliz katolik - Memorial Genweb
- ↑ Plakenn en iliz katolik - Memorial Genweb
- ↑ Mémoire des hommes
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014