Forn
- Evit implijoù all, gwelet Forn (disheñvelout).
Ur forn zo ur c’hombod, gant un nor vihan outañ, ma lakaer meuzioù da boazhañ (bara, kig ha kement zo). Implijet e vez fornioù ivez evit poazhañ pe sec’hiñ traezoù poderezh.
Istor
kemmañAr fornioù koshañ zo bet kavet war an Douar zo e traoñienn an Indus, en Azia. Eno e veze ur forn, graet gant pri, da boazhañ boued e pep ti war-dro ar bloavezh 3200 kent J.K[1],[2].
Anv zo er skridoù gregach eus ar fornioù ma veze poazhet bara gant ar C’hresianed en Henamzer. Graet e vezent gant pri ivez. Ganto e veze graet bara gant ur bern stummoù disheñvel : torzhioù, mouchennoù, choanennoù, baraennoù. Dont a reas ar poazhañ bara da vezañ ur gwir vicher, dre ma veze graet muioc’h-mui gant labourerien arbennikaet a werzhe o bara d’an dud dre vras. Moarvat ez eo micher ar baraer (pe ar « pober ») unan eus ar micherioù koshañ zo en-dro d’ar boued.
Ouzhpenn bara e veze graet pastez ha gwastilli gant ar C’hresianed kozh ivez. Debret e veze ar meuzioù-se alies da-geñver lidoù ispisial pe devezhioù gouel. War-dro ar bloavezh 300 e oa un 70 seurt bara disheñvel e Gres.
Hiziv an deiz e kaver fornioù e pep kegin, graet e metal peurvuiañ, hag implijet e vezont da boazhañ hor meuzioù : kig, legumaj, tourtennoù a bep seurt, gwastilli, ha bara ivez a-wechoù.
Gwechall e veze goret ar fornioù gant keuneud pe glaou. Bremañ e vez graet peurliesañ gant gaz pe tredan. Alies ez eo ar forn ul lodenn eus un dra vrasoc’h, un ardivink-ti a reer fornigell anezhañ.
Er fornioù modern e c’haller reoliañ an tommder, war-bouez ur gwrezreoler. Gallout a reer ivez reoliañ ar pad a-wechoù, da c’houzout pegeit amzer e chom ar boued er forn : evel-se e c’hell ar poazhañ chom a-sav e-unan. Un doare fornioù modern bihan, ar skinfornioù, a vez tommet pe poazhet buan ar boued enno dre berzh gwagennoù tredan-warellek berr.
Implijoù all
kemmañEstreget evit poazhañ boued e vez implijet fornioù : brikennoù, teol pe priajoù a vez poazhet ha sec’het e fornioù tomm-gor.
Gwelet ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ History of THE INDUS CIVILIZATION
- ↑ Dales, George, Excavations at Balakot, Pakistan, 1973, Journal of Field Archaeology, vol. 1, 1-2, 1974, pp. 3–22 [1]