Trev (anv-lec'h)
Trev (anv benel) zo un anv boutin a reer e brezhoneg eus un tolead annezet, anezhañ ur rann eus ur barrez.
Ar ger trev ne gaver bremañ nemet en anvioù-lec'h koulz lavaret, evel Trebeurden, Tregaranteg, Tregastell, ha kalz re all. En anvioù-tiegezh brezhonek ivez e c'haller kavout ar ger, da skouer Trebaol.
E kembraeg e talvez ar ger kevatal, tref, kement ha "kêr". Kavet e vez en anvioù-lec'h evel Tredegar, Trefdraeth, Treffynnon, Tregaron. Kavet e vez ivez e-barzh ar ger pentre, a dalvez kement ha "kêriadenn".