Treffynnon (a zo Holywell e saozneg) zo ur gêr e Sir y Fflint, e biz Kembre, er c'hornôg da Glannau Dyfrdwy, anv kornad aber ar stêr Dyfrdwy. Pempvet kêr vrasañ kontelezh Y Fflint eo-hi.

Kêr santez Gwenfrewi eo ivez.

E 2011 e oa 8 886 a dud o chom e kumuniezh Treffynnon ha 1 192 anezho a oa kembraegerien (14%)[1].

Douaroniezh

kemmañ

Emañ etre Prestatyn, en hanternoz, hag Yr Wyddgrug, er c'hreistez, 5 km bennak eus kêr Y Fflint, e-harz Mynydd Helygain.

Brudet eo Feunteun Gwenfrewi (St Winefride's Well), a voe savet ur chapel en-dro dezhañ. Anavezet eo ar feunteun (pe buñs) abaoe amzer Proviñs Britannia, ha pirc'hirined a deu di abaoe 660 pa voe dibennet ar santez gant Caradog a glaske he gwallañ.

Meneget eo ar puñs e-touez Seizh Marzh Kembre hag embann a ra kêr bout Lourd ar vro.

Adalek an XVIIIvet kantved e voe pouezus ar mengleuzioù plom hag al labouradegoù kotoñs.

Un Eisteddfod a voe eno e 1869.

Notennoù

kemmañ
  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..

Liammoù diavaez

kemmañ