Britannia a oa anv ar broviñs krouet gant ar Romaned en Enez Vreizh a-raok ma voe adrannet e meur a broviñs all: Britannia Prima, Britannia Secunda, ha re all c'hoazh.

Britannia en Impalaeriezh roman, war-dro 120
Proviñs Britannia e 410

An aloubadeg roman

kemmañ

Enez Vreizh a oa anavezet gant Gresianed, Fenisianed, Kartadaiz : er IVvet kantved kent JK e teuent di da gerc'hat staen eus Kernev-veur. Ar C'hresianed a rae anv eus Cassiterides, pe "inizi ar staen", a oa, en o soñj, tostik da arvor kornôk Europa. Ar moraer Himilco, eus Kartada, a deuas da weladenniñ an enez er Vvet kantved kent JK, ha war e lerc'h, er IVvet kantved, e teuas ar Gresian Pytheas. Daoust da se e chome ur vro gevrinus, ha skrivagnerien roman zo a soñje ne oa ket anezhi.


Donedigezh Caesar

kemmañ

Kentañ darempred a voe gant ar Romaned a voe gant Julius Caesar e 55 kent JK. Hennezh a oa o vrezeliñ e Galia, hag a grede e veze sikouret ar C'halianed gant ar Vrezhoned. Gant e zilestradeg e krogas an darempredoù kentañ etre ar Vrezhoned hag ar Romaned.

Troiadig ar bloaz 55

kemmañ

E 55 kent JK eta e tilestras Julius Caesar e kreisteiz Enez Vreizh, anvet Britannia gantañ en e eñvorennoù skrivet e latin. War aodoù Kent a vremañ e tegouezhas Julius. N'eas ket pell avat, fall e oa an amzer, aon en doa da goll e listri. Prientet-fall e oa e droiad moarvat, re nebeut a varc'hegeien a oa gantañ, ha gwell e kavas distreiñ da C'halia.


Aozadur Britannia roman

kemmañ
 
Proviñs Britannia e 410

An takadoù merañ

kemmañ
 
Lec'hiennoù pennañ e Britannia roman

E-doug ar c’hentañ hag an eil kantved e voe rannet ar broviñs e takadoù disheñvel :

  • Proviñs Britannia hec’h-unan gant un takad dindan dalc’h al lejionoù hag un all siouloc’h.
  • Rouantelezhioù-pratikoù, staget tamm-ha-tammm ouzh ar broviñs e lodenn gentañ ar c’hentañ kantved (Togidumnus er c’hreisteiz, Prasutagus er c’hornôg...).

Tra ma’z eo chomet un tamm emrenerezh gant ar rouantelezhioù-pratikoù e voe aozet ar peurrest eus ar vro hervez an urzh roman.

Diazez ar melestradur e oa ar c’heodedoù pe ar ar meuriadoù kelt evel e Galia a vere o aferioù diabarzh

Ar c'hêrioù

kemmañ

Da-heul an aloubadenn e voe savet keodedoù roman nevez war dachenn ar meuriadoù evel re an Atrebates, an d/Trinovantes, an Iceni, ar g/Coritani, an Ordovices, an Demetae hag ar v/Brigantes. A-wezhioù e oa ur gêr dija ha diorroiñ a rae ar gêr roman-ha-brezhon e-kichen (evel e Calleva, Verulamium, Camulodunum...). A-wezhioù, e veze krouet ur gêr nevez hag e veze dilec’hiet ar boblañs (evel e Noviomagus, Durovernum, Corinium...). N’ouzer ket da vat e pe lec’h emañ kêrbenn ar broviñs d’ar mare-se. Lod a soñj ez eo Londinium (Londrez), fontet e-kerzh ar c’hentañ kantved – lod all a soñj e oa Camulodunum pe Eburacum.

Kêrioù eus proviñs Britannia (anvioù latin) :

Goloet e oa ar vro gant un niver a hentoù ha meret e veze gant un niver a dud dindan ar stad. E darempred e oa ar broviñs gant Naoned ha Bourdel dre porzhioù Domnonea (Kerneveur) ha gant Portus Itius (Boulogne-sur-Mer) war an douar-bras dre porzh Douvres.

Bras e oa obererezh ar mengleuzioù. Ezporzhiet e veze aour, plom arc’hantus, staen hag houarn ha glaou memes.

Ar romanekadur

kemmañ

Yezh ar galloud hag ar vistri e oa al latin. Bras-kenañ e oa levezon sevenadurel an impalaeriezh. Kalz Romaned pe tud eus an impalaeriezh a oa o chom e Britannia ivez. E latin ez aent an eil d'egile evel-just. Abalamour da se ez eo en em ledet implij ar yezh-se.

Koulskoude ne voe ket ken don al latinekadur hag e Galia en tu all da gornad Londrez. Chom a reas bev ar sevenadur keltiek e-maez ar c’hêrioù bras ha dreist-holl e bro an Ordovices hag en hini ar Silures (Kembre hiziv) e lec’h ma ne oa ket ken kreñv levezon ar Romaned. Kenderc’hel a reas ar Vrezhoned da gomz o yezh, ar brezhoneg, ( a vez lavaret predeneg a-wechoù) daoust ma voe latinekaet ar renkadoù uhel.

Setu a skriv Tacitus diwar-benn ar Vrezhoned :

"E gwirionez, ne voe ket heñvelekaet pobladoù ar vro ouzh an alouberien. Ur yezh estren e chomas al latin, a oa ret evit an darempredoù gant ar Romaned. Latinekadur ar c’hêrioù a voe brasoc’h, met ne voe ket a-walc’h evit cheñch yezh an annezidi". Tacitus, Buhez Agricola

Kalz gerioù latin a dremenas koulskoude e yezh ar Vrezhoned evel ma c’hoarvez atav pa vez kalz tud divyezhek. Abalamour da se moarvat eo heñvel deizioù ar sizhun er yezhoù predenek.

Difenn ar broviñs

kemmañ
 
Proviñs Britannia e 410
  • Etre 119 ha 122, hag adarre e 142, en em savas ar bobl Brigantes, harpet gant meuriadoù disuj Kaledonia war harzoù hanternoz Britannia. Ret e voe kreñvaat al limes, ar voger a zifenne harzoù an impalaeriezh en hanternoz.
  • E-pad beaj an impalaer Hadrian an hini e voe savet Moger Hadrian. Kroget e voe gant al labour e 121-122, hag echuet e 128. Hedet e oa ar voger gant touflezioù, kreñvlec’hioù ha kazarnioù a oa a-hed an harzoù. Chom a reas efedus e-pad tri c’hantved daoust da dagadennoù ar Bikted.

Disparti ar Romaned

kemmañ

E 407 e voe embannet disparti ar Romaned diouzh [Enez Vreizh]].

Notennoù

kemmañ