Cirencester (/ˈsaɪrənsɛstər/) zo ur gêr e Gloucestershire, e Bro-Saoz, 150 km er gwalarn-kornôg da Londrez, hag ar gêr vrasañ e Distrig Cotswold. Eno emañ ar Royal Agricultural College, ar skol labour-douar koshañ er bed saoznek, bet savet e 1840. Anavezet eo mirdi kêr (Corinium Museum) evit e zastumad roman bras.

Cirencester
market town, Parrezioù keodedel Bro-Saoz
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Kêr-benn eusCotswold Kemmañ
E tiriadCotswold Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC±00:00 Kemmañ
Kontelezh istorelGloucestershire Kemmañ
War riblRiver Churn Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°43′8″N 1°58′5″W Kemmañ
AotrouniezhCirencester Town Council Kemmañ
Gevellet gantItzehoe, Saint-Genis-Laval Kemmañ
Kod-postGL7 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.cirencester.gov.uk/ Kemmañ
Kod pellgomz an takad01285 Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveySP022021 Kemmañ
Map

Lec'hanvadurezh

kemmañ

Corinium e oa anv latin ar gêr. Soñjal a reer e teu an anv eus hini pobl vrezhon ar g-Cornovii, emañ o anv ivez en hini ar stêr Churn[1]. Meneget e oa ar gêr evit ar wezh kentañ gant Ptolemaios e 150.

Talvoudegezh : "This is unresolved".

Ardamezouriezh

kemmañ
  • En aour e dogenn-beul en argant ; e gab kranellek en geot, karget gant un erez o tifoupañ diouzh ur flammmenn en gul.

Douaroniezh

kemmañ

Emañ Cirencester war glannoù ar stêr Churn, un adstêr d'an Tavoez

Pilet e voe an Dobunni er bloaz 49 e Corinium / Cirencester gant Legio II Augusta, kaset gant Vespazian.

Er bloaz 212, Corinium / Cirencester en em gavas adarre kêr-benn keoded an Dobunni, Glevum / Gloucester o virout e statud trevad roman.

E 296, savet e voe Corinium / Cirencester da gêr-benn ar rannvro nevez Britannia Prima. D'ar c'houlz-se, gant e 101 hektar, Corinium / Cirencester a oa an eil kêr e Britannia romania goude Londinium / Londrez.

Tapet e voe Cair Geri / Cirencester etre daouarn ar West-Saxon, da heul Cair Gloiou / Gloucester, ha Kaer-Vaddon / Bath, e 577, goude koll da vat emgann Deorham.


Levrlennadur

kemmañ
  • H.P.R. Finberg. The Origin of Gloucestershire Towns, in Gloucestershire Studies, edited by H.P.R. Finberg. Leicester: University Press, 1957.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ