Britannia Prima
Britannia Prima a oa unan eus proviñsoù Enez Vreizh adalek ar bloaz 312 . Cirencester e oa ar gêrbenn, hag enni e oa douaroù zo hiziv e Kembre hag e kreisteiz Bro-Saoz.
Krouet e voe moarvat gant ar c'hempenn graet er velestradurezh gant an impalaer Diocletianus, goude ma voe trec'het ha lazhet ar jeneral emsavet Allectus gant Constantius Chlorus e 296.
En IIIde kantved e voe krouet Britannia Superior gant ar Romaned, da zispartiañ kreisteiz an enezenn diouzh an hanternoz, ma oa niverusoc'h o soudarded.
Rannet
kemmañKant vloaz goude e voe disrannet ar rannvro e peder all : Britannia Prima (Kembre hag ar C'hornôg), Britannia Secunda, Flavia Caesariensis, ha Maxima Caesariensis.
Levrlennadur
kemmañ- Frere, Sheppard (1967). Brittania: A History of Roman Britain. Cambridge: Harvard University Press.
- Mattingly, David (2006). An Imperial Possession: Britain in the Roman Province. London: Penguin.
- Creighton, John (2006). Britannia: The Creation of a Roman Province. London and New York: Routledge.
- Braund, David (1996). Ruling Roman Britain. London and New York: Routledge.
- Johnson, Stephen (1947). Later Roman Britain. London and Henley: Routledge & Kegan Paul.