Chester
- Evit implijoù all, gwelet Chester (disheñvelout).
Chester (Caer e kembraeg, gwelloc'h : Y Gaer), da lavarout eo kêr / kreñvlech / Kêr mogeriet, e brezhoneg) eo anv pennlec'h kontelezh Cheshire e kornôg Bro-Saoz, tost da harzoù Kembre.
Douaroniezh
kemmañAnv
kemmañDont a ra an anv Chester eus ar ger castra e latin (kamp, lec'h kreñv) evel an holl lec'hanvioù saoznek a echu gant cester pe chester.
Ardamezioù
kemmañ"en glazur, e gleze ouzh kab en aour, eilet gant teir manal ed 2, 3, ivez en aour" |
Istor
kemmañKêr Chester a zo bet krouet diwar ur c'hamp roman, savet evit al Legio XIV Gemina hag ul lodenn eus al Legio XX Valeria, e 60 goude JK, a-raok argadiñ Enez Mon hag an drouized, sur a-walc'h dindan renerezh Suetonius Paulinus.
Adsavet eo bet e 78 evit al Legio II Adiutrix (Eil legio eiler - en harp), deut da gemer lec'h al Legio XIV Gemina.
Deva / Chester a zo bet pennkarter al Legio XX Valeria Victrix adal 86 betek 383-384.
Legio XX Valeria Victrix a zo bet beg houarn arme Maksim etre 383 ha 388. Goude-se n'eus ket bet anv anezhi ken en istor.
E 606, Aethelfrith, roue Northumbria, e drec'has diwar Brochail, penn-kadour ar Vretoned, troc'han Bro-Gembre diouzh Stathclyde. Hervez Jafrez Menoe e lazhas 1200 manac'h; 200 hervez an Anglo-Saxon-Chronicle (ASC)
Ad-kemeret gant ar Vretoned gwech ha gwech all, e chom e benn ar fin etre daouarn Saksoned entre 616 ha 655.
Re an Denmark a dap grog diouti e 893.
An Normaned, dindan Gwilherm an Alouber, a dap krog enni e 1070.
Simon de Montfort, earl / kount Chester eus 1264 da 1265, n'eus mann da welout gant Montfort-sur-Meu, e Breizh, mes gant Montfort-l'Amaury.
Stêr
kemmañTreuzet eo kêr Caer gant ar stêr Dee, a zo Dyfrdwy e kembraeg, hag a zeu eus menezioù Kembre.
Dee a zeu eus Deva = ar stêr an doueez sakred