Legio XX Valeria Victrix

Legio XX Valeria Victrix ("Ugentvet lejion drec'h eus Valeria")[1] a oa ul lejion eus arme an Impalaeriezh roman.

Vexillum Legio XX

Krouet e oa bet al lejion pe da vare Tiber pe da vare Aogust, da vare an Triumvirat, war-dro 31 kent J.-K..

Kentañ meneg resis eus al Legio XX, hepmuiken, a gaver da goulz un emsavadeg e Pannonia er bloaz 6 goude J.-K. Staliet e oa sur-awalc'h en Aquilea.

E 14 goude J.-K. e oa staliet war ar stêr Roen, e bro an Ubii, el lec'h m'emañ Köln

Kaset e voe goude-se da Novaesium etre 14 ha 43 goude J.-K.

Kemer a reas perzh al lejion en aloubadeg Enez Vreizh, e 43, en arme kaset gant ar jeneral Aulus Plautius.

Staliet e voe da gentañ evel adarme e Camulodunum. Kaset e voe goude-se e 57 da Glevum. Staliet e voe da c'hortoz e 60-61 e Deva, asambles gant al Legio XIV Gemina, ha goude-se e Viroconium, eus 67 da 86. Er bloaz-se e voe staliet da vat e Deva, hag a voe he fenngarter betek Maksim (383-388).

Legio XX Valeria Victrix a oa en he c'harg ar surentez el lodenn gornôg eus Enez Vreizh, mervent Mor Iwerzhon, kornôg Mor Breizh.

Meur a greñvlec'h eus Chester betek enez Wight : Seguntium, Moridunum, Nidum, Isca Silurum, Venta, Abonae (e-kichen Bristol);

Levrlennadur

kemmañ
  • I. A. Richmond : Roman Britain. Penguin Books Ltd. Harmondsworth, Middlsex, London. 1955 - 1973. 
  • Mark Hassall : The Claudian Conquest. A.D. 43, in Roman Britain, 55 B.C. - A.D. 409. Historical Times Inc. 1979 - 1983
  • Peter Salway : Roman Britain. Oxford University Press. Oxford. 1984

Notennoù

kemmañ
  1. An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).