Ar ger latin līmes (liester līmitēs) zo ur ger roet gant an istorourien d'an difennoù savet a-hed bevennoù an Impalaeriezh roman. Meur a ster a c'hall bezañ gant ar ger :

  • harz, bevenn, e stumm ur voger, evel ma oa Moger Vras Sina[1]
  • hent, n'eus forzh pehini e vefe, da lavaret eo an hent etrezek broioù nevez-aloubet (pe da aloubiñ), evel al Limes germanicus, a-hed ar stêr Lippe.
Moger Hadrian
Kartenn eus ar c'hreñvlec'hioù roman war aodoù Enez Vreizh ha Galia

Evit an dachenn vilourel e oa bet kroget da implij ar ger adal an IIIe kantved goude Jezuz-Krist evit ober anv eus un distrig milourel renet gant un dux limitis.

Limes hiziv-an-deiz a vez implijet evit ober anv eus harzoù-kreñv Henroma ha bevennoù proviñsoù an Impalaeriezh roman. En gwirionez biken ne voe implijet ar ger Limes gant ar Romaned gant ar ster-se evit komz eus an harzoù, pe e vijent reoù kreñvaet pe get.

Evit lod eus an istorourien arbennikaet, al limes a oa anvet Munimentum Traiani en gwirionez, mogerioù difenn Trajan, hervez un arroudenn gant Ammianus Marcellinus a embanne e oa bet adimplijet ar mogerioù-kreñv-se e-pad ren an impalaer Juluan II e 360 GJK.

Notennoù

kemmañ
  1. Tacitus, Annales, levrenn I, rannbennad 11