Moger Hadrian pe Mur Hadrian evel e kembraeg (Hadrian's Wall e saozneg; Vallum Ælium e latin) a vez graet eus ar voger-difenn savet gant ar Romaned en hanternoz proviñs Britannia.

Moger Hadrian, hiziv an deiz, e-kichen Housesteads.
Mogerioù-difenn ar Romaned en hanternoz Britannia.

Etre 119 ha 122, ha goude e 142, en em savas ar vBrigantes, harpet gant meuriadoù disuj Kaledonia, war harzoù hanternoz Britannia. Ret e voe kreñvaat al limes (moger a zifenne harzoù an impalaeriezh en norzh).

Kreñvlec'hioù Moger Hadrian

E-pad beaj an impalaer Hadrian an hini e voe savet moger Hadrian. Kroget e voe d'he sevel e 121-122, hag echuet e voe e 128. Hedet e oa ar voger gant touflezioù, ha kreñvlec’hioù ha kazarnioù hag a oa ingalet a-hed an harzoù. Chom a reas efedus e-pad tri c’hantved daoust da dagadennoù ar Bikted.

Ur voger all a voe savet 20 vloaz diwezhatoc'h gant an impalaer Antoninus Pius, pelloc'h en hanternoz, anvet Moger Antoninus, met dilezet e voe en Eil kantved.

Darn eus Moger Hadrian.

Enskrivet eo bet e 1987 war roll glad ar bed gant an UNESCO.

Gwelet ivez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Stephen Johnson, Hadrian's Wall, B. T. Batsford / English Heritage, Londres, 2000.
  • (fr) Patrick Galliou, Le mur d'Hadrien : ultime frontière de l'Empire romain, éd. Armeline, Crozon, 2001, 157 p. (ISBN 2-910878-12-0)
  • (fr) P. Brun, S. van der Leeuw, Ch. R. Whittaker (dir.), Frontières d'Empire. Nature et signification des frontières romaines, éd. APRAIF, Nemours, 1993.

Liammoù diavez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.