Tacitus
Publius (pe Gaius) Cornelius Tacitus (ganet e 55 pe 57 ha marvet e 118) a vevas da vare an impalaerien Vespasian, Titus, Domisian, Nerva, ha Trajan a oa anezhañ
- marteze ur galian eus kornad-bro Narbona (marteze Vaison), hag a zimezas gant merc'h Agricola e 77,
- marteze eus trowardroioù an harzoù gant Germania,

hag a oa ur politikour roman, a zo bet senedour ha gouarnour Azia, a zo brudetoc'h evel istorour.
E oberennoù kemmañ
Skrivañ a reas
- Dialogus de oratoribus (Divizoù war ar prezegenniñ)
- Historiae (istorioù)
- Ab excessu divi Augusti (bloazdanevelloù), anvet ivez Annales
- De uita Iulii Agricolae, diwar-benn buhez e dad-kaer e penn an armeoù roman en Enez Vreizh, un testeni a-bouez diwar-benn ar vro en amzer-hont;
- De origine et situ Germanorum, anvet ivez Germania, ur skrid a-bouez evit ar vroadelouriezh alaman.